Mont d’an endalc’had

Sac'h-lastez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sac'h lastez)
Sac'h-lastez treuzwelus e Pariz
Sac'h-lastez ofisiel kêr Basel e Suis.
Ur c'harrad sac'hadoù-lastez e Groningen, en Izelvroioù.
Sac'h-lastez paper en un ospital

Ur sac'h-lastez zo ur sac'h da lakaat lastez. Peurvuiañ e vezont e polietilen, a-wechoùigoù e paper.

Meur a liv zo, hervez ar vro, pe hervez ar pezh e vezer sañset da lakaat e-barzh.

A-raok ar sac'h-lastez e veze taolet al lastez e poubellennoù, pe sailhoù-lastez a oa en houarn da gentañ, hag e plastik goude. Pa veze dastumet lastez ar sailhoù houarn e veze klevet trouz spontus.

Ijinet eo bet ar sac'h-lastez en 1950, gant Kanadianed, Harry Wasylyk, Larry Hansen ha Frank Plomp.