Lastez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ur gudenn kazi bemdeziek a zo gant Mab-den abaoe m’emañ eñ chomidik hag e vev e gevredigezh : dont a-benn d’en em zizober eus an dilerc’hioù. Kaer o deus bet tud a c'halloud goulenn e vefe urzhiet, renket ha mestroniet al lastez, n’eo ket deuet ar seier du ha melen a anavezomp mat hiriv-an-deiz o-unan. Dizoloomp neuze penaos eo deuet a-benn ar boubellenn da gavout he flas er gevredigezh ha peseurt implij hon eus deus outi.

Istor ar boubellenn[kemmañ]

Al lastez, dre ar prinistri ![kemmañ]

Ur boubellenn evel ar re a vez ganeomp dirak hon ti bemdez

Er Grennamzer e veze stlapet al lastez diouzhtu war ar straedoù ! Loustoni ‘oa pep lec’h ha aes e oa d’ar c’hleñvedoù tremen eus an eil den d'egile hag eus an eil kêriadenn d’eben. Alies-kaer ez eus bet klasket gant ar gournamant stourm a-enep al loustoni-se. E Bro-C'hall e 1184 e oa bet kemennet gant Fulup an Aogust paveziñ Pariz ha difennet en doa bannañ an dilerc’hioù war ar straed. Siwazh dezhañ, ar reolennoù-se ne veze ket doujet dezho.

Klasket eo bet, klasket eo bet[kemmañ]

Kendalc’het he deus ar gudenn. E 1506 e tivizas Loeiz XII e vefe perzh ar rouantelezh ober war-dro dastum ha skarzhañ al lastez. Un tailh a zo bet krouet a-benn kas da benn ar servij nevez-se. Hollek eo bet an enebiezh, ar soñj-se ‘zo bet neuze leusket da gostez. Adalek 1532 eo bet kinniget un diskoulm disheñvel gant ar rouantelezh : pediñ a reas an dud da leuskel o lastez dirak o nor evit ma vefent dastummet ha kaset betek ul lastezerezh. Mont a reas war-dro ar sistem-mañ betek 1873. Met e gwirionez, ne oa ket gwall gwellaet stad an traoù. Dav ‘oa d’ar gouarnamant kavout un diskoulm buan-tre evit stourm a-enep al loustoni hag ar c’hwezh a zegasent. Ar bilhaouerien hepken a dremene a di da di a-benn dastum ar pezh oa posubl dezho treuzfeurmiñ hag adwerzhañ goude. Da c’houde, e 1782 eo bet goulennet digant ar Barizianiz dasparzhañ ar gwer hag ar pri eus o lastez. Ouzhpenn da-se eo bet rediet an dud gant an archerien skubañ bembez dirak o zi. N’eo ket bet gwall efedus.

Ar yec’hedoniezh da gentañ tout[kemmañ]

Adalek an XIXvet kantved , e verzhas ar boblañs e oa a-bouez kaout ur yec’hedoniezh mat evit bezañ yac’h. An 8 a viz Meurzh 1864 eo bet embannet ur reolenn nevez : ret e oa d’ar feurmerien ranndioù kaout sailhoù gant ur skouarn bihanoc’h eget 50 litrad a-benn aesaat dastum al lastez. Ur wezh ouzhpenn, n’eo ket bet heuliet ar reolenn nevez-mañ. Kregiñ a reas stad an traoù da washaat en hañv 1880, tomm-spontus e oa. Ne oa ket posubl derc’hel gant an aer. Un diviz a zo bet kemeret neuze gant Eugène Poubelle, prefed departamant ar Saena. E 1883 e embannas div reolenn nevez. Da gentañ e ranke pep perc’henn rein d’o feurmerien sailhoù ispisial e koad, gant houarn en diabarzh ha dreist-holl gant ur golo. Ouzhpenn da-se eo bet goulennet digant ar berc’henned reiñ d’o feurmerien tri pod disheñvel : unan evit an danvezioù breinus, egile evit an pilhoù hag ar paper, an hini diwezhañ evit ar gwer, ar feilhañs hag ar c’hregin istr. A-benn paeañ ar servij dastum kinniget gant ar gêr eo bet lakaet e plas un tailh “skubañ”.

Ganedigezh ar boubellenn[kemmañ]

Un enebiezh kazi hollek a zo bet hervez divizoù nevez ar prefed. N’o doa ket c’hoant ar berc’henned paeañ un tailh ouzhpenn, n’o doa ket c’hoant ar borzherien kaout ul labour ouzhpenn en ur ober war-dro al lastez, ha ne oa ket laouen ar bilhaouerien gwelet o gopr mont kuit. N’eo bet heuliet reolennoù ar prefed nebeut-tre hepken. Koulskoude e roas Eugène Poubelle e anv d’ar sailhoù evit dastum an dilerc’hioù. Goude ez eas war-raok ar boubellenn, un implij bemdeziek a vez graet diouti en tiez. Hiziv-an-deiz eo savet ar boubellenn e stummoù disheñvel ha n’hon eus ket maez da ziskouez anezhi.

Dasparzh al lastez hiziv-an-deiz[kemmañ]

Mont en-dro[kemmañ]

Disheñvel eo dasparzh al lastez eus ur gêr d'egile :


  • Posubl eo kemer al lastez a-stroll hag a vo rummet da c'houde en ur greizenn dibab. N'eo ket implijet an doare-se gwall alies rak diaes eo dasparzhañ al lastez goude pa vezont distrujet hag ouzhpenn da-se eo ker paeañ tud d'en ober.
  • Posubl eo lakaat e plas un "degas a youl-vat", da lâret eo, an annezidi a gas o lastez betek poubellennoù bras a urzh al lastez. Evit danvezioù all evel piloù pe mekanikoù elektronek o deus da gas en-dro betek ar stal. A-drugarez d'an doare-mañ eo posubl dezastum, hag adkelc'hiañ da c'houde paper, gwer, plastik ...
  • Posubl eo lakaat e plas an "dastum divesket", da lâret eo e vez roet d'an annezidi poubellennoù disheñvel. Dezho da lakaat o lastez e-barzh poubellenn-mañ poubellenn hervez o danvez an aliesañ. Dastumet e vezont goude gant tud paeet gant an ti-kêr evit en ober. Kudenn pennañ an doare-se eo n'eo ket divesket mat pep danvez an aliesañ.
  • Ar sistem lakaet e plas an aliesañ a zo an doare kemmesket etre an daou ziwezhañ. Da skouer e vez dastumet ar pakadurioù hag an danvezioù n'int ket adkelc'hiabl a di da di. Hag en diavaez da se eo kaset gant an annezidi ar paper, ar gwer, ar piloù ... betek ar poubellennoù a glot.

Kod al livioù[kemmañ]

Poubellennoù dasparzh e Bucarest

Kummuniezh Europa o vezañ kiriek eus adkelc'hiadur al lastez, en deus divizet lakaat ur c'hod liv evit ar poubellennoù (diskouezet amañ dindan). Siwazh n'eo ket c'hoazh doujet penn-da-benn gant an holl. Cheñchamantoù liv a zo a-wechoù, pe gêrioù 'zo a stroll meur a zoare lastez en ur boubellenn hepken.

Liv Doarez lastez Doare tretañ
Gwer Gwer (boutailhoù, bouestoù) Adkelc'hiabl
Glas Paper (Kazetennoù, leverioù post, kelaouennoù, bruderezhioù) Adkelc'hiabl
Melen Pakadurioù e plastik, metaloù, kartoñs (du-mañ ouzhpenn : ar boutailhoù, ar flaskoù) Adkelc'hiabl

Mammennoù[kemmañ]

  • LA GRANDE HISTOIRE DES PETITS OBJETS DU QUOTIDIEN, gant Brigitte Jobbé-Duval
  • [1]

[ru:Контейнер для мусора]]