Mont d’an endalc’had

Sac'h-kafe

Eus Wikipedia

Ar sac'h-kafe a oa ur sac'h kotoñs, stag ouzh ur c'helc'h houarn, hag a veze implijet en XXvet kantved da lakaat kafe malet ha chikore ha da c'hlec'hiañ en ur pod-kafe ma veze skoet dour tomm-berv.

Kemer a rae liv ar c'hafe buan, ha goude ur pennad amzer, bloaz alies, ne veze ket mat ken hag e veze implijet unan all.

Klotañ a ra gant ar sil-kafe paper a vez implijet hiziv d'ober kafe.