Sil-kafe

Eus Wikipedia
Sil-kafe e plastik, ennañ paper-sil leun a gafe, prest da resev an dour tomm, gant ma vo lakaet ur pod-kafe dindanañ.
Paper-sil leun a val-kafe gleb, ha bet implijet, mat da skeiñ kuit. E-lec'h lakaat anezhañ en ur sac'h-lastez e c'haller lakaat anezhañ d'ober teil.

Ur sil-kafe zo ur benveg da silañ ar c'hafe, graet e dir peurvuiañ. Ur baperenn-sil a vez lakaet ennañ ha kafe war-benn. Aliezik e vez lavaret sil-kafe eus ar baperenn-sil ivez.

An eil hag egile o deus kemeret lec'h ar sac'h-kafe a veze implijet gwechall gant ar pod-kafe a veze lakaet war an tan.