Sabine Quindou

Eus Wikipedia

Sabine Quindou, brudetoc'h dre he anv-bihan Sabine (16 a viz Gouere 1970, Fort-de-France, Martinik) zo ur gazetennerez ha kinnigerez abadennoù-skinwel. Kinniget he doa etre 1999 ha 2012 abadennoù C'est pas sorcier asambles gant Frédéric Courant ha Jamy Gourmaud, e-lec'h ma'z ae war an dachenn da ziskouez d'ar vugale darvoudoù an natur pe objedoù teknikel da vezañ displeget pelloc'h gant Jamy en e garr-samm gant sikour maketennoù. Abaoe 2015 e kinnig L'Esprit sorcier gant Frédéric Courant.

An asteroid (23890) Quindou a oa bet anvet en enor dezhi.