Frédéric Courant

Eus Wikipedia

Frédéric Courant, brudetoc'h dindan e lesanv Fred (14 a viz Ebrel 1960 e Añje) zo ur c'hazetenner ha kinniger abadennoù-skinwel gall.

Pennrener ha kinniger an abadenn C'est pas sorcier e oa bet etre 1993 ha 2014, asambles gant Jamy Gourmaud ha Sabine Quindou. En abadenn-se ez ae Fred war an dachenn da zisplegañ darvoudoù naturel pe objedoù teknikel d'ar vugale en ur sellet ouzh an traoù a-dost pe en ur ober goulennoù ouzh an dud arbennik tra ma chome Jamy er c'harr-samm da zisplegañ pelloc'h an traoù gant sikour maketennoù. Kinniget en doa abadennoù savet gant ar memes spered, Quelle histoire ! diwar-benn an istor. Abaoe 2015 e kinnig war internet abadennoù L'esprit sorcier goude ma oa chomet a-sav C'est pas sorcier.