SS-Ehrenring

Eus Wikipedia
An SS-Ehrenring

An SS-Ehrenring ("Gwalenn a Enor an SS"), anvet ivez Totenkopfring ("Gwalenn ar penn marv"), e oa garedon ar Schutzstaffel meret gant Heinrich Himmler. Ne oa ket ur c'hinkl, hogen kentoc'h ur prof roet gant Himmler. Ur garedon c'hoantaet bras e teuas da vout, unan ne c'halle ket bout prenet na gwerzhet. Kleze a Enor an SS,ha Gougleze a Enor an SS a oa garedonoù damheñvel.