Sørvágsvatn
Sørvágsvatn | |
---|---|
War ribl Sørvágsvatn | |
Melestradur | |
Riez | Danmark |
Rannvro | Faero |
Enezenn | Vágar |
Kumunioù | Sørvágur • Vágar |
Douaroniezh | |
62° 3′ 0″ N, 7° 13′ 48″ W
| |
Gorread | 3,56 km² |
Uhelder | 32 m |
Donder | |
• Keitat | 27,50 m |
• Donañ | 59 m |
Sørvágsvatn eo brasañ lenn an Inizi Føroyar. Emañ war Enez Vágar, astennet war 3,56 km² a-c'haoliad war gumunioù Sørvágur ha Vágar. Teir gwezh brasoc'h eo eget Lenn Fjallavatn, a zo eil lenn vrasañ enezenn Vágar. Nav metr ha hanter-kant (59 m) eo en he donañ.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dizemglev zo e-mesk an annezidi a-zivout anv al lenn. E tu kornôgel Sørvágur e ra an dud gant Sørvágsvatn, eleze "al lenn e-kichen Sørvágur", pa ra tud an tu reterel gant Leitisvatn kentoc'h, eleze "al lenn e-kichen Leiti".
Tostoc'h d'al lenn eget Sørvágur emañ Miðvágur, met soñjal a reer ez eo bet annezet Sørvágur da gentañ. Sørvágur, Bøur ha Sandavágur eo teir c'hêriadenn henañ Vágar, a rannas an enezenn dre dri farzh kevatal, ar pezh a laka Sørvágsvatn e bro Sørvágur.
Daoust da gement-se, Vatnið ("al lenn") a reer peurliesañ eus Sørvágsvatn er vro. Ne vez tabut a-zivout an anv nemet pa vez savet ar goulenn gant estrenion.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un 30 m bennak a-us live ar mor emañ al lenn, ha tost-tre dezhañ. Gronnet eo gant un tornaod uheloc'h a vir outi ag em c'houllonderiñ er mor dre al lamm-dour anvet Bøsdalafossur.
Peogwir ez eo uhel an tornaod en tu arall d'al lenn e c'heller krediñ ez eo-hi uheloc'h a-us ar mor eget m'eo e gwirionez.
-
Dre an tu-se e hañval Sørvágsvatn bout uheloc'h a-galz eget m'eo evit gwir.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kerzh an Eil Brezel-bed e voe savet un aerborzh e tu kornôgel al lenn gant ar British Army ; aerborzh Vágar eo bremañ. Ur porzh evit an dournijerezioù a voe staliet ivez. E 1941 e pradas an nijerez kentañ, ur PBY Catalina d'an R A F.[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 'A Wireless Operator in the Faroe Islands, BBC, 16/10/2005. Kavet : 03/07/2023.