Mont d’an endalc’had

Ryszard Kapuściński

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ryszard Kapuscinski)
Ryszard Kapuściński

Ryszard Kapuściński (4 a viz Meurzh 1932 e Pinsk, e Belarus a-vremañ -- 23 a viz Genver 2007 e Varsovia) a oa un istorour, un c'hazetenner, un bruder, ur barzh hag ul luc'hskeudenner polonat dibabet evit ar priz Nobel. Savet en deus abadennoù-kelaouiñ e-touez ar re baour en Afrika en ur vevañ en o zouez. Dielfennet en deus ivez, gant ur spered lemm, renad Shah Iran, Europa gomunour, ha savet en deus ur bushezskrid eus an Negus.

E levr Koad du a zo bet dilennet Levr gwellañ bloavezh 2000 gant Tud ar gazetenn Lire. Tapet e oa bet gantañ ivez e 2003 ar priz "Priñs Asturiez". Hemañ 'zo unan eus ar skrivagnerien bolonat ar muiañ troet e oberennoù er bed a-bezh.

Oberennoù troet e galleg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arroudennadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ryszard Kapuściński, e Imperium :

« Teir ez eo ar gwalennoù fallañ evit ar bed. Da gentañ, gouli ar vroadelouriezh. Da c'houde, gouli ar ouennelouriezh. Hag evit echuiñ, gouli ar diazezouriezh relijiel. Teir bosenn unanet dre an hevelep tro-spered, ar memes anver boutin, an diboellegezh klokañ, argadus hag hollc'halloudek. Ne c'haller ket mont tre en ur spered tizhet gant unan eus ar c'hlenvedoù-se. »

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]