Aldebaran
Aldebaran, anvet ivez Alpha Tauri (α Tauri/α Tau), pe Ruzan e brezhoneg[1], eo lugernusañ steredenn steredeg an Tarv. Emañ àr-dro 65 blead-gouloù douzh an Douar ha 14vet lugernusañ steredenn an oabl douzh an noz. Donet a ra an anv Aldebaran ag an arabeg al dabarān (الدبران) hag a dalv « an hani a heul », da lâret eo ar steredenn a heul gronnad stered ar yarig hag he foñsined. Hañval a ra bout Ruzan/Aldebaran e-mesk an Hyades, neoazh emañ etre an Douar hag ar gronnad stered-se. Hec'h anv brezhonek a tahe ag ar vitologiezh kelt.
Taolennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur ramzsteredenn ruz eo Ruzan ha 44 gwezh brasoc’h evit an Heol eo ha 150 gwezh lugernusoc’h. E 1997 e tinoer ur blanedenn vras pe ur gorrsteredenn c’hell e-taldi. Gellout a reer lec’hiañ Ruzan ken aes ha tra é vout m’eo lugernus-tre ha peogwir e c’heller tresiñ ul linenn-faltazi a ya ag an Tri Roue e steredeg Orion betek ar Yarig hag he foñsined é tremen dre Ruzan.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, le ciel et l'année chez les Celtes, Label LN, 2005.