Ruud Lubbers

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ruud Lubbers e 1985

Rudolphus Franciscus Marie Lubbers, anavezetoc'h evel Ruud Lubbers, (7 Mae 193914 C'hwevrer 2018) a oa ur politiker izelvroat a voe Kentañ Ministr an Izelvroioù etre 1982 ha 1994.

Ganet e voe e Rotterdam. Ezel e voe eus ar strollad Katholieke Volkspartij etre 1964 ha 1980, hag eus ar strollad Christen-Democratisch Appèl goude 1980. Ministr e voe etre 1973 ha 1977, e gouarnamant Joop den Uyl. Hag anvet e voe da gentañ ministr e 1982, e penn un emglev eus an tu kreiz-dehoù.

Dilezet en doa ar politikerezh e 1994, goude tremen unnek vloaz e penn an Izelvroioù. E 2001 e oa bet anvet da gomiser uhel evit ar repuidi en Aozadur ar Broadoù Unanet, en ur post ma chomas betek 2005.