Ruth Fernández

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ruth Fernández Cortada (1919 – 9 a viz Genver 2012) zo ur ganerez ha senedourez puertorikan.

Hervez "Comisiones Nacionales para la Celebración del Quinto Centenario" e vije unan eus an tri arzour o dije sikouret da sevel unaniezh Amerika Latin, gant Libertad Lamarque, eus Arc'hantina ha Pedro Vargas eus Mec'hiko. Mignonez e oa d'ar ganerez Carmen Delia Dipiní‎ a skoazellas da vont da ganañ da Evrog Nevez (SUA).


Brudet e voe adal 1941, da 22 bloaz, pa sinas gant Columbia Records evit enrollañ ar ganaouenn "Cuando Vuelvas", skrivet gant ar ganerez Myrta Silva. Lesanvet e voe "El Alma de Puerto Rico hecha canción".

Distreién a reas da Puerto Rico, da vont d'ar skol-veur evit bezañ labourerez sokial. Mont a reas da ganañ gant al laz "Los Whoopee Kids", ha ganto e redas dre greisteizamerika.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]