Carmen Delia Dipiní

Eus Wikipedia

Carmen Delia Dipiní (Naguabo, 1927- 1998) zo ur ganerez puertorikat, brudet he c'hanañ boleros. Kregiñ a reas da ganañ e 1937 ha kelennet e voe gant ar gelennerez Amparo Brenes eus an Escuela Elemental Eugenio Brac e Naguabo. En 1941 e krogas gant ar vicher kanerez, en un abadenn kinniget gant Rafael Quiñones Vidal er skingomz WNAM. Kanet he deus gant ar Sonora Matancera.

Gant he mignonez Ruth Fernández ez eas da New York en 1947, da labourat evel kanerez.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]