Rouantelezh ar Vizigoted

Eus Wikipedia
Rouantelezh ar Vizigoted

Rouantelezh ar Vizigoted a oa ur rouantelezh savet gant ar Vizigoted hag en em astenne eus Toloza betek kreisteiz Hispania hag a badas eus 418 betek 711, pa voe diskaret gant ar Vuzulmaned.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En emgann Vouillé en 507 e voe trec'het ar Vizigoted gant ar Franked. Ne chomas ganto nemet Septimania (dre vras Languedoc a vremañ) hag un darn eus Provañs gant skoazell Ostrogoted Italia.

Goude kollet Toloza en 508, e lakajont o c'hêr-benn e Toledo ; en 575 e voe aloubet ganto bro ar Sueved

En 711 e voe kaset o rouantelezh d'an traoñ gant ar Vuzulmaned.