Roots: The Saga of an American Family
Roots: The Saga of an American Family zo ur romant embannet e 1976 gant Alex Haley. Kontañ a ra istor damijinet Kunta Kinte, un Afrikan eus an XVIIIvet kantved, skrapet pa oa krennard, ha gwerzhet evel sklav. Kaset eo da Norzhamerika dre ar C'henwerzh tric'horniek. Heuliañ a reer buhez ar c'hrennard ha goude-se e ziskennidi e Stadoù-Unanet Amerika betek Haley e-unan. Embannadur ar romant, adsavet e stumm ur stirad skinwel a reas berzh bras, Roots (1977), a lakaas anezhañ da vezañ klasel er sevenadur stadunanat.
Chomet eo ar romant, e-pad 46 sizhun, war listenn gwellañ gwerzhioù an New York Times, gant 22 sizhun er c'hentañ plas. Ar seizh chabistr diwezhañ a oa bet adsavet e stumm un eil ministirad skinwel, Roots: The Next Generations (1979). Roet en doa c'hoant d'an Afroamerikaned da glask o orinoù familh, hag anavezout o istor dezho.
Da zigentañ e oa bet taolennet al levr evel unan "faltazi," met gwerzhet el lodennoù nann-faltazi ar stalioù levrioù. Implijet eo ar chabistr diwezhañ eus e levr gant Haley evit diskrivañ e labour studiañ war e orinoù familh dre gomz ha dre studiañ dielloù. Goude studiadennoù gant istorourien ha lignezourien o deus kavet e oa kudennoù bras gant an enklaskoù gant Haley. Darn eus ar romant a vez gwelet bremañ evel ijinet betek sevel a-enep prouennoù istorel. Evit al lodenn ijinet e vez rebechet d'an aozour bezañ kopiet lodennoù eus ar romant The African