Ron Arad

Eus Wikipedia

Ron Arad a zo un designer israelian bet ganet e 1951 e Tel Aviv. Brudet eo abaoe ar bloavezhioù 1980. E Akademiezh Arzoù ha Design Bezalel (Jeruzalem) en deus studiet etre 1971 ha 1973, hag adalek 1973 (ha betek 1979) en deus studiet ar savouriezh e Architectural Association School of Architecture (Londrez). Bernard Tschumi a gelennas dezhañ eno, hag eno ivez e kenlabouras gant Zaha Hadid. An design a zizoloas e Italia. Ron Arad en deus kelennet an design e Vienna etre 1994 bis 1997. Abaoe 1997 eo kelenner e Royal College of Art Londrez.

Design Arad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1981 e krouas e studio One Off Ltd gant Caroline Thormann. Buan e rejont berzh, hag e-touez oberennoù brudetañ ha kentañ Ron Arad emañ ar c'hadorioù-brec'h Rover (1981) ha Well-Tempered Chair (1986). Goude-se e voe brudet ivez a-drugarez de estajerenn Bookworm (1993). Un estajerenn dir a oa er penn-kentañ, goude-se eo bet savet e plastik gant Kartell. E 1987 e tiskouezas div gador, Carped Chair ha Curtin Call da geñver Documenta 8 e Kassel (Alamagn). Hiziv an deiz e labour Ron Arad gant div stal zisheñvel savet gantañ : One Off Ltd. evit a sell ouzh an design, ha Ron Arad Associates Ltd. evit a sell ouzh ar savouriezh.

Ron Arad a implij teknologiezhioù ha danvezioù gant doareoù ha stummoù nevez. Dornata, treuzfeurmiñ hag arnodiñ, sed aze ar pezh a venn ober. Eeunded ar stummoù hag implij ar c'hrommennoù eo perzhioù dibar design Ron Arad, ar pezh a laka Ron Arad da vezañ gwelet evel un designer-kizeller. Etre 1994 ha 2002 en deus gounezet meur a briz evel designer gwellañ ar bed.

Kenlabouret en deus Ron Arad gant Vitra, Cassina, Driade, Fiam, Kartell, Artemide, Alessi, Flos.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kador Tom Vac (1997), Vitra
  • Kador FPE (Fantastic Plastic Elastic) (1997), Kartell
  • Rocking chair Rolling Volume (1989)
  • Kador-vrec'h Rover (1981), dir hag azezenn Rover 2000
  • Estajerenn Bookworm, Kartel
  • Lestr Babyboop, Alessi

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1994 Designer ar bloaz, Saloñs an arrebeuri, Pariz
  • 1999 Priz Design Plus, Frankfurt/Main
  • 1999 Priz etrebroadel an design Baden-Württemberg, Krreizenn an Design, Stuttgart
  • 2001 Priz Oribe Art & Design, Japan
  • 2001 Priz Gio Ponti International Design, Denver
  • 2001 Priz Perrier Jouët Selfridges Design, Londrez
  • 2001 Priz an design e Primavera International, Barcelona
  • 2002 Gourfenn Priz an Design Teknologel Etrebroadel

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]