Roll priedoù Rouaned Bro-Saoz
Neuz
|
Priedoù Rouaned Bro-Saoz eo ar priñsezed a zimezas da Rouaned Bro-Saoz ; lod anezho a voe kurunennet.
Betek an aloubadeg norman e Bro-Saoz (924-1066)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poltred | Anv | Deiziadoù | Pried | Evezhiadennoù |
---|---|---|---|---|
Ælfgifu Shaftesbury (marvet en 944) |
e-tro 939 – 944 | Edmund Iañ | Merc'h da Wynflæd, dimezet da Edmund Iañ war-dro e anvidigezh da roue, en 939. Daou vab o doe, Eadwig hag Edgar Peoc'hgar. | |
Æthelflæd Damerham (marvet etre 962 ha 991. |
944 – 946 | Edmond Iañ | Merc'h d'an ealdorman Ælfgar, dimezet da Edmund en 944. Bugel ebet dezho. Goude marv ar roue, addimezet d'an ealdorman Æthelstan Rota. | |
Ælfgifu (marvet etre 966 et 975 ?) |
955 – 958 | Eadwig | Merc'h da Æthelgifu, dimezet da Eadwig awar-dro e anvidigezh da roue, met torret e voe o eured gant an arc'heskob Oda Canterbury. | |
Ælfthryth (marvet entre 999 et 1001) |
964/965 – 975 | Edgar Peoc'hgar | Merc'h d'an ealdorman Ordgar, dimezet da Edgar en 964 pe 965, goude marv he fried kentañ, an ealdorman Æthelwald. Kurunennet e Bath e 973 . Daou vab o doe, en o zouez Æthelred. | |
Ælfgifu (marvet a-raok 1002 ?) |
e-tro 985 – a-raok 1002 | Æthelred le Malavisé | Merc'h d'an ealdorman Thored, dimezet da Æthelred war-dro kreiz ar bloavezhioù 980. Dek bugel o doe, en o zouez ar roue Edmond Côte-de-Fer hag ar briñsed Æthelstan hag Eadwig. Argaset e voe pe mervel a eure a-raok 1002, pa addimezas Æthelred. | |
Emma Normandi (war-dro 984 – 1052) |
1002 – 1013 1014 – 1016 |
Æthelred II | Merc'h da Richarzh Iañ (dug Normandi) ha Gunnor ; dimezet da Æthelred e 1002. Tri bugel dezho : ar roue Edward ar C'hofesour, Alfred ha Godgifu. | |
Ealdgyth (marvet goude 1016) |
1016 | Edmund Iañ | Intañvez an thegn Sigeferth (thegn) (marvet e 1015), dimezet da Edmond en 1015. Daou vugel o doe Edward an Harluad hag Edmond. | |
Emma Normandi (war-dro 984 – 1052) |
1017 – 1035 | Knut Veur | Intañvez Æthelred II Gwallguzul, addimezet d'ar roue Knut en 1017. Daou vugel dezho, Hardeknut ha Gunhild. | |
Edith Wessex (a-raok 1027 – 1075) |
1045 – 1066 | Edward | Merc'h d'ar c'hont Godwin ha Gytha Thorkelsdóttir ; dimezet da Edward e 1045. Bugel ebet. | |
Edith Mercia (marvet goude 1066) |
1066 | Harold Godwinson | Merc'h d'ar c'hont Ælfgar, dimezet da Harold goude marv he fried kentañ, ar priñs kembreat Gruffydd ap Llywelyn, e 1063. Mamm unan (da vihanañ) eus mibien Harold, anvet Harold ivez. |
Ar rouaned norman (1066-1154)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poltred | Anv | Deiziadoù | Pried | Evezhiadennoù |
---|---|---|---|---|
Matilda Flandrez (war-dro 1031 – 2 Du 1083) |
1066 – 1083 | Gwilherm an Alouber | Merc'h da gont Flandrez Baudouin V Flandrez}} ha da Adèle de France, dimezet da Wilherm en 1050 pe 1051. Eizh bugel o doe : Robert Courteheuse, Richard, Guillaume le Roux, [[Herri Iañ (Bro-Saoz), Adélaïde, Cécile, Constance hag Adèle. Kurunennet d'an 11 Mae 1068. | |
Matilda Bro-Skos (1080 – 1 Mae 1118) |
1100 – 1118 | Herri Iañ (Bro-Saoz) | Merc'h da Malcolm III, roue Bro-Skos, ha da Marc'harid Wessex, dimezet da Herri d'an 11 a viz Du 1100, ha kurunennet en deiz-se ivez. Daou vugel o doe: Matilda Bro-Saoz ha William Adelin. | |
Adélaïde de Louvain (war-dro 1103 – 23 Ebrel 1151) |
1121 – 1135 | Herri Iañ (Bro-Saoz) | Merc'h da gont Louvain Godefroid Iañ Louvain hag Ida de Chiny, dimezet da Herri d'ar 24 Genver 1121, ha kurunennet d'an 30. Bugel ebet n'o doe. Goude e varv ec'h addimezas d'ar c'hont Guillaume d'Aubigny. | |
Mathilde Boulogne (war-dro 1103 – 3 Mae 1152) |
1135 – 1152 | Steven Bro-Saoz | Merc'h da gont Boulogne Eustache III Boulogne ha da Mari Bro-Skos (1082-1116), dimezet da Steven en 1125 ha kurunennet d'an 2 Meurzh 1136. Pemp bugel o doe, en o zouez Eustache IV Boulogne, Guillaume ha Marie Boulogne. | |
Jafrez V (24 Eost 1113 – 7 Gwengolo 1151) |
1141 | Matilda Bro-Saoz | Mab da kont Anjev Foulk V ha da Erembourg du Maine, dimezet da Matilda d'ar 17 Mezheven 1128. Tri bugel o doe : Herri II, Jafrez VI ha Gwilherm Anjev. e wreg a voe anavezet evel « dame des Anglais » e-pad an Anarchie anglaise. |