Roh Moo-hyun
Roh Moo-hyun (6 a viz Eost 1946 - 23 a viz Mae 2009) a oa ur politikour ha 9vet prezidant Korea ar Su.
Dilennet e voe da brezidant e miz Kerzu 2002 ha kemeret e garg d'ar 25 a viz C'hwevrer 2003. Tennet e voe e garg digantañ gant ar Parlamant e miz Meurzh 2004 dre m'en doa skoazellet ar strollad politikel Uri. Daou viz goude e voe adroet e garg dezhañ hag e chomas prezidant Korea ar Su betek ar 25 a viz C'hwevrer 2008.
Roh Moo-hyun na oa ket ur prezidant karet gant ar bobl dre e c'hwitadennoù war an dachenn armerzhel ha hini an diplomatiezh. Roh en doa tizhet ar gwashañ sifroù e-keñver bezañ a-du gant e bolitikerezh en Istor ar vro. Goude bezañ bet prezidant, taget kement ha burutellet drouk e kuitaas ar vuhez politikel. En em staliañ a reas e Bongha Maeul, al lec'h ma oa bet ganet. Eno e talc'has un ti-feurm houidi.
Un enklask justis a oa bet digoret evit gouzout hag-eñ e oa bet breinadur e-pad e ren pe get. En em lazhañ a reas dre lammat diouzh un tornaod a-dreñv e di.
Tro 4 milion a dud o deus bet gweladennet kêr Vongha Maeul e-pad ar sizhunvezhioù goude e varv. Goude un enklask, ar polis en deus kadarnaet e oa un emlazh.
Colin Powell ha Roh Moo-hyun, d'ar 26 a viz Here 2004