Rodolfo Gonzaga (1569-1593)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Rodolfo Gonzaga zo ivez.
Rodolfo Gonzaga (1569-1593)

Rodolfo Gonzaga (1569-1593) zo ur markiz italian, breur d'ar sant Luigi Gonzaga .

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Ferrante Gonzaga (1544-1586), Iañ markiz Castiglione delle Stiviere, ha da Marta Tana di Santena, kontez eus Piemonte. Pavarvas e dad e 1586 e tegouezhas dezhañ markizelezh Castiglione peogwir e oa bet dilezet gant e vreur henañ, Luigi Gonzaga, a oa aet da veleg gant Kompagnunezh Jezuz.


E 1589 e varvas e eontr Orazio Gonzaga, markiz Solferino, hag eñ dishêr. Rodolfo e oa an tostañ kar dezhañ, ha c'hoant en doa da da gaout ar varkizelezh-se ouzhpenn, hogen Orazio a laoskas Solferino gant Vincenzo Gonzaga, priñs Mantova.

Ur eontr all en devoa, Alfonso Gonzaga, markiz Castel Goffredo, ha n'en devoa mab ebet. Alfonso en devoa c'hoantaet reiñ e verc'h Caterina da Rodolfo, met hennezh, a oa dimezet, e kuzh, d'an 29 a viz Here 1588, da Elena Aliprandi, merc'h d'an arc'hanter pinvidik Giovanni Antonio met ne voe ket keloù eus an eured kuzh-se a-raok dibenn C'hwevrer 1590.

Pa glevas Alfonso kement-se e c'houlennas digant an impalaer ma vije anavezet Caterina evel markizez war-lerc'h he zad, met Rodolfo a reas lazhañ e eontr gant un taol arkebut e Corte Gambaredolo, d'ar 7 a viz Mae 1592, hag a gemeras Castel Goffredo gant e soudarded.

Rodolfo a renas e Castelgoffredo dre ar spont hag a reas oberoù kriz euzhus. Bac'hañ a reas intañvez Alfonso, Ippolita Maggi, hag he merc'h Caterina: ar pab Klemañs VIII a gasas d'e vetek Settimio Borsari, eskob Casale, hag a reas da varkiz Castiglione fiziout Ippolita ha Caterina en Vincenzo Gonzaga.

Ezkumunuget e voe Rodolfo gant ar pab Sikstus V pa glevas e oa bet muntret Alfonso Gonzaga war urzh e niz, hag en devoa lakaet ober falsvoneiz war anv ar pab.

Rodolfo, a veze o chom neuze pe e Castiglione pe e Castel Goffredo a bep eil, ha resev a reas un taol arkebut ivez d'an 3 a viz Genver 1593, roet gant Michele Volpetti (pe Volpati), mevel gantañ, pa oa o vont d'an oferenn gant e wreg hag e verc'h Cinzia, o tegouezhout en iliz (Chiesa Prepositurale) Sant'Erasmo, e Castel Goffredo, ha mervel a eure kenkent. Skrapet e voe e gorf gant an engroez, kemeret ar palez (Palazzo Gonzaga-Acerbi), ha dalc'het e voe e bried Elena hag he merc'h a-hed an deiz. Kaset e voe korf Rodolfo da g-Castiglione, met a-benn peder sizhun e voe dizouaret dre ma oa ezkumunuget. Mont a eure e vamm Marta Tana da c'houlenn digant ar Pab Gregor XV bennigañ ar c'horf hag aotreet e voe da zouarañ anezhañ en douar santel e 1600 en Oratorio di San Sebastiano.

Rodolfo n'en devoa bet nemet peder merc'h digant e wreg. Da gaout pardon eus pec'hedoù an tad, war ali an tad jezuist Virgilio Cepari, e savas an teir merc'h Collegio delle Nobili Vergini di Gesù, hag en em dennañ eus ar bed goude gouestlañ chom gwerc'hezed.

Elena Aliprandi a addimezas e 1596 e Borgoforte da Claudio Gonzaga ha c'hwec'h bugel o doe, pevar mab ha divverc'h.

Markizelezh Castiglione a zegouezhas gant Francesco, breur yaouank Rodolfo, e 1593, ha Castel Goffredo a voe enteuzet e dugelezh Mantova e 1600, en eskemm ouzh Medole, hag echu e voe gant skourr "Gonzaga di Castel Goffredo".