Ippolita Maggi
Ippolita Maggi (1555-?) a oa ur gontez italian e dibenn ar XVIvet kantved.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa d'ar c'hont Cesare Maggi ha d'e bried Bianca dal Verme.
E 1568 e timezas e Milano da Alfonso Gonzaga, markiz Castel Goffredo, ha seizh bugel he doe: tri a varvas abredik, teir merc'h ac'h eas da lenanezed, ha ne chomas ganti nemet Caterina a zimezas d'an denjentil Carlo Emanuele Teodoro (Teodoro VIII) Trivulzio, kont Melzo († 1605).
Prometet e oa bet dorn Caterina da Rodolfo Gonzaga, niz d'he zad, hag IIvet markiz Castiglione.
D'ar 6 a viz Mae 1592 e voe lazhet he fried Alfonso gant e niz Rodolfo, eus Castiglione, en abeg d'an hêrezh, hag Ippolita hag he merc'h Caterina a voe bac'het e Castel Goffredo, ma vevjont en anken, ha kemeret o madoù diganto.
Dieubet e voent a-benn ar fin, ha kaset da gêr Mantova, a-drugarez d'an dug Vincenzo Gonzaga.