Roched Nessos

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Marv Herakles, gant Francisco de Zurbarán. Gwisket eo an haroz gant toneg Nessos.
Herakles, Deianeira ha Nessos.

Toneg Nessos pe roched Nessos eo toneg pe roched kontammet an den-marc'h Nessos a lazhas an haroz Herakles. Dial Nessos e voe goude ma oa bet taolet dezhañ saezh ar marv gant Herakles.

Metaforenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez an droienn evel metaforenn da ober anv eus un dra a zegas distruj, pe un dra bennak fall diaes en em zizober anezhañ.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jan Józef Lipski, skrivagner polonat, en deus embannet Tunika Nessosa ("Toneg Nessos"), diwar-benn broadelouriezh katolik Pologn, a vije ken gwazh ha toneg Nessos emezañ, hag a zistrujfe nerzh sevenadurel ar vroad.