Mont d’an endalc’had

Robert Walser

Eus Wikipedia
Robert Walser
Robert Walser
Robert Walser
Obererezh danevelloù, barzhonegoù, romantoù
Ganedigezh 15 a viz Ebrel 1878
e Bienne (Suis)
Marv 25 a viz Kerzu 1956
e Herisau (Suis)
Yezh skrivañ alamaneg


Robert Walser (15 a viz Ebrel 1878, Bienne, Suis - 25 a viz Kerzu 1956, Herisau, Suis) a oa ur skrivagner hag ur barzh suis a skrivas en alamaneg.

E familh Walser e oa eizh bugel. Ar skol a guitaas d’an oad a bevarzek vloaz, ha ti e dud a guitaas pa oa seitek vloaz. Meur a veaj a reas goude-se, ha klask a reas sevel pezhioù-c’hoari, hep ober tamm berzh ebet. Bewech ma laboure e tileze e labour kerkent hag e oa pinvidik a-walc’h evit kaout amzer da skrivañ hep bezañ rediet da labourat. Levezonet e voe gant ar micherioù liesseurt a reas : mevel, sekretour, pe c’hoazh implijiad ti-bank.

E 1904 e voe embannet e skrid kentañ : Fritz Kochers Aufsätze (skridaozadennoù Fritz Kocher), met ne reas ket berzh a-walc’h evit gounit e vara. Mont a reas da chom e ti e vreur (Karl Walser) e Berlin hag e daolenniñ a reas en danevell anvet “Buhez ul livour” (dastumadeg Seeland, 1920). Etre 1907 ha 1909 e skrivas lodenn gentañ e oberenn : Geschwister Tanner (Ar vugale Tanner) e 1907, Der Gehülfe (Ar mevel) e 1908 ha Jakob von Gunten e 1909. Berzh a reas e-touez skrivagnerien Berlin ha meulet e voe gant re bouezusañ ar mare-se, Robert Musil ha Franz Kafka en o zouez. E 1913 ez eas kuit eus Berlin hag en em stalias e Bienne. Ne ouezer ket re perak e tec’has kuit eus Berlin, Walser a lavaras e felle dezhañ bezañ en ur aergelc’h sioul a-benn skrivañ. Met e gwirionez e voe paket gant un diwaskadenn. Lakaat a reas embann danevelloù ha barzhonegoù : Geschichten (Istorioù) e 1914, Der Spaziergang (Ar bourmenadenn) e 1917 ha Die Rose (Ar rozenn) e 1925. Chom a reas e diavaez ar gevredigezh hag e diavaez birvilh bed al lennegezh. Gant Ar rozenn e voe echu e oberenn : e 1929 ez eas da ti ar re sot e Herisau. Eno e chomas betek devezh Nedeleg 1956 : en deiz-se ez eas kuit da bourmen, hag e valeas betek ma vefe skuizh ha ma varvfe.

  • Fritz Kocher Aufsätze, 1904
  • Geschwister Tanner, 1907
  • Der Gehülfe, 1908
  • Jakob von Gunten, 1909
  • Geschichten, 1914
  • Der Spaziergang, 1917
  • Die Rose, 1925
  • Seeland, 1920
  • Poetenleben, 1917

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N’eus liamm ebet etre Robert Walser hag ar skrivagner alaman Martin Walser (1927-).