Robert Fico
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Slovakia |
| Anv e yezh-vamm an den | Robert Fico |
| Anv-bihan | Robert |
| Anv-familh | Fico |
| Deiziad ganedigezh | 15 Gwe 1964 |
| Lec'h ganedigezh | Topoľčany |
| Pried | Svetlana Ficová |
| Yezh vamm | slovakeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | slovakeg |
| Lec'h orin | Italia |
| Micher | politiker |
| Implijer | Univerzita Komenského v Bratislave |
| Bet war ar studi e | Faculty of Law at Comenius University in Bratislava, UCL School of Slavonic and East European Studies |
| Lec'h labour | Strossburi, Brusel, Bratislava |
| Strollad politikel | Direction – Social Democracy |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2014 Slovak presidential election |
| Relijion pe kredenn | lapsed Catholic |
| Ezel eus | Parliamentary Assembly of the Council of Europe |
| Ideologiezh politikel | populism |
| Darvoud-alc'hwez | attempted assassination of Robert Fico |
| Prizioù resevet | Order of the White Lion |
Robert Fico (distaget [ˈrɔbert ˈfitsɔ] e slovakeg ; Topoľčany, 15 a viz Gwengolo 1964) zo ur politiker slovak hag a zo kentañ ministr Slovakia abaoe miz Here 2023. Er garg-se e oa bet div wech c'hoazh, etre ar 4 a viz Gouere 2006 hag an 8 a viz Gouere 2010 hag etre ar 4 a viz Ebrel 2012 hag an 22 a viz Meurzh 2018.[1].
Ezel eo eus ar strollad Smer–sociálna demokracia (SMER-SD) hag a voe trec'h en dilennadeg kannaded e 2006, gant ouzhpenn 30% eus ar mouezhioù[1].
E 1986 ez eas e-barzh Strollad Komunour Tchekoslovakia ; e 1999 e savas e gostezenn dezhañ anvet SMER hagg e 2006 e voe trec'h en dilennadeg kannaded. Trec'het e voe e 2010 gant strolladoù eus an tu-dehoù ha tu-kreiz, met e 2012 e teuas e penn ar vro evit an eil gwech, evel kentañ ministr. E 2016 ez eas ar maout gantañ adarre.
War an dachenn bolitikel e embann bezañ eus an tu-kleiz, sevel a ra a-enep levezon ar Stadoù Unanet en e vro hag a-enep sikour, gant arc'hant ha gant armoù, Ukraina en he stourm a-enep Rusia[2].
Klask e lazhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 15 a viz Mae 2024 e voe tennet warnañ, e Handlova, goude un emvod politikel eno, ha kaset e voe d'an ospital. Ar skrivagner slovakek Juraj Cintula eo an hini en doa tennet warnañ evit e lazhañ ; harzet e voe diouzhtu[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Slovakia profile - Leaders (en).
- ↑ Court, Elsa (18 Gwengolo 2023). "AP: Slovak election frontrunner vows to stop support for Ukraine".
- ↑ Slovak PM Fico shot and wounded, Slovak media report (en)(15.5.2024).