Mont d’an endalc’had

Robert Barton

Eus Wikipedia
Robert Barton
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Stad Dieub Iwerzhon Kemmañ
Anv-bihanRobert Kemmañ
Anv-familhBarton Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Meu 1881 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAnnamoe Kemmañ
Deiziad ar marv10 Eos 1975 Kemmañ
Lec'h ar marvAnnamoe Kemmañ
Lec'h douaridigezhDerralossary Churchyard Cemetery Kemmañ
TadCharles William Barton Kemmañ
MammAgnes Alexandra Frances Childers Kemmañ
PriedRachel Warren Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherpolitiker, barner, alvokad Kemmañ
Kargmember of the 31st Parliament of the United Kingdom, Minister for Agriculture, Food and the Marine, Teachta Dála, Teachta Dála, Teachta Dála Kemmañ
Bet war ar studi eRugby School Kemmañ
Lec'h labourLondrez Kemmañ
Strollad politikelSinn Féin Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1918 United Kingdom general election Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Skour luBritish Army Kemmañ

Robert Childers Barton (Iwerzhoneg: Riobárd Bartún), ganet e 1881 ha marvet d'an 10 a viz Eost 1975, oa ul lezennour, ur stourmer hag ur c'hargad-stad iwerzhonat a gemeras perzh en divizoù evit sinadur ar feur-emglev etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. Hag evit-se e chomas gant kannaded Iwerzhon en 22 Hans Place e Knightsbridge, eus an 11 a viz Here betek ar 6 a viz Kerzu 1921. E genderv e oa Robert Erskine Childers.

Ganet eo bet e kontelezh Wicklow en ur familh brotestant. Desket eo bet e Rugby hag Oxford, ha dont a reas da vezañ un ofiser en Dublin Fusiliers pa darzhas ar c'hentañ brezel bed. Staliet e oa e Dulenn pa voe aozet emsavadeg Pask e 1916, ha reiñ a reas e zilez abalamour ma oa bet heuget gant moustrerezh ar Saozon war an emsavidi iwerzhonat. Goude se e tuas gant ar republikaned.

E 1918 eo bet dilennet evit ar parlamant evel ezel eus ar strollad Sinn Féin evit ranvro Kornog Wicklow. Harzet e voe e miz C'hwevrer 1919 en abeg d'un emzalc'h dispac'hus. Met tec'hout a reas diouzh toull-bac'h Mountjoy da zeiz St. Patrick. Leuskel a reas ur gerig d'ar gouarnour e-lec'h ma tisplege e oa aet kuit abalamour da ziskoñfort e doull-kambr. Ha goulenn a reas digantañ e vefe laosket e aferioù da gostez betek ma'z adkemerfe anezho. Adpaket eo bet e miz Genver 1920, kondaonet da dri bloaz toull-bac'h, met dieubet e-pad distaoliadeg meur miz Gouere 1921.

Roet eo bet dezhañ karg maodiern al labour-douar ha diwezhatoc'h hini aferioù an estrenvro. Barton oa ezel eus ar strollad kannaded kaset da Londrez evit divizout war ur feur-skrid hag e sinadur. Sinañ a reas ar skrid gant e strollad d'ar 6 a viz Kerzu 1921, en ur lâret diwar-benn an emglev "as the lesser of two outrages forced upon me and between which I had to choose" (dre vras: ar gwellañ gloaz etre diaou hag am eus bet da zibab etrezo". Met en desped da-se e en em renkas eus tu Éamon de Valera e-pad ar brezel diabarzh.

Gounit a reas an dilennadegoù evit Parlamant Iwerzhon e miz Even 1922, met ne gemeras ket e garg ha dilezel a reas ar politikerezh evit dont da vezañ barner. Ur garg en doa en Agricultural Credit Corporation eus 1934 betek 1954. Barton a varvas en e di e konetelezh Wicklow, d'an 10 a viz Eost 1975, pa oa 94 bloaz. Barton a oa an diwezhañ siner bev c'hoazh eus ar feur-skrid iwerzhonat-ha-saoz. Éamon de Valera, hag a oa ivez endalc'het gant afer ar feur-skrid, a varvas 19 devezh diwezhatoc'h, d'an 29 a viz Eost 1975.