Richard Stallman

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Portrait - Denmark DTU 2007-3-31.jpg

Richard Matthew Stallman (ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1953) a zo un emsaver amerikan evit ar poelladoù frank, un hacker [1] hag ur saver poelladoù. E miz Gwengolo 1983 en-deus roet lañs d'ar Raktres GNU[2] da grouiñ ur Reizhiad korvoiñ frank heñvel ouzh Unix ha pennaozer ar raktres e oa bet adalek-se. Gantañ en deus lañset luskad ar poelladoù frank hag e 1985 en deus savet ar Free Software Foundation.

Unan eus ar re gentañ da ginnig mennoz ar C'hopyleft e oa hag aozet en-deus meur a lañvaz copyleft, ar GNU General Public License en-o-zouez. Adalek kreiz ar bloavezhioù 1990 en-deus Richard Stallman tremenet darn vrasañ e amzer o stourm evit ar poelladoù frank hag a-enep d'an aotreoù gwerzh evit ar poelladoù. Savet en-deus meur a boellad ivez : an Emacs orin, ar GNU Compiler Collection hag ar GNU Debugger. E 1989 en-deus kenziazezet al League for Programming Freedom

Notennoù[kemmañ]