Richard Evelyn Byrd

Eus Wikipedia
Richard Evelyn Byrd

Richard Evelyn Byrd a zo un ergerzher hag un nijer amerikan. Nijer oa en US Navy, gant ar rank a eilamiral. Ganet eo bet e Winchester d'an 25 a viz Here 1888. Aet da Anaon e Boston d'an 11 a viz Meurzh 1957.

Studiet en deus e Akademiezh Soudardel Shenandoah, Skol-uhel Soudardel Virginia, Skol-veur Virginia (1904-1908) hag Akademiezh Merdeiñ Annapolis (1912). Mont a reas en US Navy e 1912. Bez e voe war vourzh an USS Kentucky, an USS Wyoming hag an USS Missouri. Kemer a reas perzh er brezel enep Mec'hiko hag e dalc'h Veracruz e 1914. Anvet e voe goude war lestr-bale Sekretour Stad ar Verdeadurezh ha war hini ar Prezidant.

Kuitaat a reas ar servij war vor e 1919 met kendelc'her a reas da labourat e Burev impljidi ar verdeadurezh e Washington. Deskiñ a reas sturiañ kirri-nij e Pensacola ha diskouez a reas bezañ dedennet gant ar binvioù merdeerezh implijet en aerlestrerezh. Enklaskoù a reas war ar gwallzarvoudoù kirri-nij hag e voe kuzulier an US Navy e 1919.

E karg eus sturierien kirri-nij ergerzhadeg arktek Donald Baxter MacMillan (1925) e voe. D'an 9 a viz Mae 1926 e klaskas nijal a-us da bennahel an Norzh gant ar Fokker F.VIIa/3m anvet Josephine Ford, un toullad devezhioù a-raok nijadenn Roald Amundsen a-us d'ar Pennahel gant an aerlestr Norge. Resev a reas medalenn ar C'hendalc'h.

D'an 29 a viz Mezheven 1927 e teuas a-benn da dreuziñ ar mor Atlantel etre New York ha Ver-sur-Mer gant ur Fokker F.VIIa/3m anvet America.

Reiñ a reas lañs d'e gentañ ergerzhadeg en Antarktika e 1928 gant daou lestr ha tri c'harr-nij prienteet evit se. Gellout a reas ar bed a-bezh heuliañ an ergerzhadeg a-drugarez d'ar skingomz. Ur c'hamp diazez a voe savet e-kerzh an hañv 1928 war gloued bras Ross. Anvet e voe Ver-sur-Mer e-koun treizhadenn miz Mezheven 1927. D'an 29 a viz Du 1929 e teuas Byrd a-benn da nijal a-us da bennahel ar Su goude un nijadenn arvarus a 18 eurvezh. Sturiañ a rae ur Ford Trimotor anvet Floyd Bennett. Pa zistroas e voe youc'het dezhañ e straedoù New York.

Kemeret en deus perzh e teir ergerzhadeg all en Antarktika :

E 1933-1935 : darbet e voe dezhañ mervel abalamour d'an amzer fall ; savetaet e voe a-drugarez d'ar skingomz. Prestet en doa André Citroën tri c'harr Citroën-Kégresse barrek da c'houzañv 70° dindan zero evit an ergerzhadeg-se.

E 1939-1941

E 1946-1947, "oberiadenn Highjump" a voe ar brasañ ergerzhadeg en Antarktika. Un niver bras a listri, a girri-nij, a dud hag a dzafar a voe bodet. Harzet e voe an ergerzhadeg a greiz holl goude ma voe kouezhet ur c'harr-nij ha ma voe bet stoket un isberg gant ul lestr-spluj.

E 1955 e voe e penn ergerzhadeg Deep Freeze I ha II a stalias an diazezlec'h pad amerikan McMurdo war aod mor Ross (1955-1957).

Roet eo bet e anv da zaou lec'h : Menez Byrd war enez Ross en Antarcktika ha krater Byrd war al loar.

Roet eo bet e anv da zaou lestr eus an US Navy ivez : al lestr-karg USNS Richard E. Byrd hag an al lestr-distruj USS Richard E. Byrd.