Rich Kids of Tehran
Neuz
Rich Kids Of Tehran ("Bugale binvidik Tehran"), skrivet #RichKidsofTehran pe #RKOT[1], zo ur gont Instagram hag a ziskouez tud yaouank pinvidik Tehran o klask keveziñ dre ledañ o arc'hant dre boltredoù gant yaouankizoù ar C'hornôg ; war Facebook ha Twitter e reont ivez. Brudet mat eo ar gont met gwelet fall-tre eo gant pennadurezhioùoù politikel ha relijiel Iran.
Merc'hed ha mibien pinvidien ar vro n'int ket tomm ouzh ar pennoù relijiel strizhkredennerien anezho. Kavout a reont gwelloc'h diskouez ha ledañ o finvidigezh hag o doare da vevañ dieub diouzh an Islam (evañ, gwiskañ lijer, butuniñ...)[2]. Gwelet fall eo ivez an doare d'ober-se gant un toullad tud eus ar vro hag a vev er baourentez pe a vez gwasket gant ar Stad[3],[4].