Ricciarda di Saluzzo
Ricciarda di Saluzzo (1410 – Ferrara, 1474) a oa markizez Ferrara en Italia er XVvet kantved.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Tommaso III, markiz Saluzzo ha d'ur gontez c'hall, Marguerite de Pierrepont, merc'h da Ugo de Pierrepont, kont Roncy ha Braine.
E 1429 e oa 17 vloaz pa zimezas da Niccolò III d'Este, 47 vloaz dezhañ. E drede pried e oa-hi, goude Gigliola da Carrara ha Parisina Malatesta.
Daou vab o doe:
- Ercole (1431-1505), a voe dug Ferrara;
- Sigismondo (1433 – 1507).
Mervel a reas Niccolò e 1441. O mab Ercole an hini a dleje bezañ bet anvet da zug neuze. Dezhañ e voe roet ar varkizelezh, ha Leonello d'Este, ar mab bastard, an hini a voe lakaet da zug, hervez testamant o zad[1]. Leonello a bellaas Ercole ha Sigismondo diouzh Ferrara, hag o c'hasas da lez Napoli, gant o mamm[2]. Goude Leonello e renas e vreur Borso. Da varv Borso eo e teuas Ercole a-benn da gaout an dugelezh[3]..