Mont d’an endalc’had

Reto-Moto

Eus Wikipedia
Reto-Moto
sevener c'hoarioù video
Tachenn obererezhioùvideo game industry Kemmañ
Deiziad krouiñ2008 Kemmañ
StadDanmark Kemmañ
Furm lezennelembregerezh prevez Kemmañ
Sez sokialKopenhagen Kemmañ
ProduHeroes & Generals Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.reto.dk/ Kemmañ
Logo Heroes & Generals.

Reto-Moto ent ofisiel Reto-Moto ApS zo ur studio bihan seveniñ c'haorioù video diazezet e Kopenhagen, e Danmark. Brudet e oa bet pa voe krouet ar c'hoari Free2Play Heroes & Generals. D'ar 7 a viz Meurzh 2022 eo aet da get an embregerezh.

Zyrinx a oa ur studio sevel c'hoarioù video krouet e 1992 e Kopenhagen, e Danmark. An implijerien a oa bet tud o labourat evit sevel c'hoarioù video evit an Amiga e-fin ar bloavezhioù 1980 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1990, en o zouez e veze kavet ar sonaozer Jesper Kyd.

E 1998, strollad Zyrinx en em adstummas gant un anv nevez Reto-Moto. Mont a rejont da ginnig labourat evit IO Interactive, ar re-se a ginnige dezho labourat war an heuliad c'hoarioù video Hitman.

Ar strollad seveniñ Reto-Moto a oa bet savet gant implijidi Zyrinx ha Lemon (daou studio bihan) e 1997. Karget e oant bet neuze gant IO Interactive d'ober war-dro an heuliad c'hoarioù video Hitman.

Reto-Moto a oa adstummet evel studio e-unan e miz Ebrel 2004 gant ar c'hoant da sevel c'hoarioù video liesc'hoarier[1].

E miz Gwengolo 2010, Reto-Moto a roe lañs da lec'hienn internet ar c'hoari Heroes & Generals.

Obererezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Heuliad c'hoarioù video Hitman.
  • Heroes & Generals: C'hoari video tenn fps ha strategiezh enlinenn e-pad an Eil Brezel-bed.
  • Retox: lusker video 3-ment savet gant ar studio evit ar c'hoari Heroes & Generals.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]