Mont d’an endalc’had

Reter-Nesañ

Eus Wikipedia
Reter-Nesañ
ranndir, cultural region
Rann eusThe Near and Middle East Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
Daveennoù douaroniel32°48′0″N 35°36′0″E Kemmañ
Studiet gantNear Eastern studies Kemmañ
Map

Ur rann eus ar bed er reter d'ar Mor Kreizdouarel eo ar Reter-nesañ. Anvet e vez evel-se gant ar broioù lec'hiet tost d'ar mor-se, Bro-C'hall, Italia, Portugal ha Spagn da gentañ. E broioù norshañ hag er mediaoù saoznek e kaver gwelloc'h ober gant Reter kreiz (Middle East e saozneg) peurvuiañ. Kinniget ez eus bet un anvadur all, "Gevred Azia", ha n'eo ket savet diwar savboent tud Europa, met ne vez ket implijet kalz. Egipt, daoust m'emañ en Afrika, a seller outi evel ur vro eus ar Reter nesañ.

  • ██ Ar Reter Nesañ hag Iran hervez an doare istorel hag arkeologel a-vremañ da welet an traoù.
  • ██ Azia ar C'hornaoueg ent-ledan (Reter-Kreiz ha Treuzkaokazia.)
  • Riezoù a-vremañ a c'heller lec'hiañ er Reter-nesañ

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    N'eo ket termenet mat harzoù ar rannved, met sur eo ez a ar riezoù-mañ e-barzh ar Reter-nesañ :

    Met, a-wechoù e vez ouzhpennet Turkia ha Kiprenez

    Ar Reter-Kreiz[1], termenet gant an IATA, an termenadur damofisiel nemetañ, a endalc'h Iran, Arabia Saoudat, Koweit, an Emirelezhioù-Unanet ha Yemen ouzhpenn.

    Perzhioù ar rannved

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E kreiz an takad emañ ar Greskenn Strujus, un takad ma'z eus stêrioù bras ha douaroù frouezhus dindan an heol a zegas ur gounezerezh efedus. Aze e oa bet diorroet ar gounezerezh e mare an Neolitik hag e Mezopotamia (traoñiennoù an Eufrates hag an Tigr hag hini an Nil e penn all ar Greskenn) ken e voe krouet ar c'hêrioù meur kentañ eno.

    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Geriadur Al Liamm, pajenn 686.