Mont d’an endalc’had

Republik Valais

Eus Wikipedia

Republik Valais (e galleg: République du Valais; en alamaneg: Republik Wallis) a oa ur “Republik c'hoar” da Vro-C'hall e deroù an XVIIIvet kantved. Savet e oa bet d’ar 5 viz Gwengolo 1802, gant ar jeneral Bonaparte, diwar douaroù hag a ya bremañ d'ober kanton Valais.

Ur "Republik ar Ron" a oa bet empentet gant ar jeneral Guillaume Brune e 1798 pa oa bet aloubet Suis gant an armeoù gall ha soñjet rannañ ar vro e teir republik c'hoar (Tellgovie, Helvétie ha Rhodanie)[1]. E Republik ar Ron e vije bet lodenn greisteiz Suis (Vaud, Valais, Ticino, Fribourg hag ul lodenn eus kanton Bern), gant Lausanne da gêr-benn. Met ar raktres-se a voe dilezet buan, e miz Meurzh 1798, ha divizet e voe unvaniñ an teir en ur republik hepken, anvet Republik Helvetia.

Ur republik verrbad a voe embannet koulskoude gant annezidi goueled Valais, d'ar 16 a viz Meurzh 1798, met lakaet e voe e-barzh Republik Helvetia kerkent hag ar 1añ a viz Mae er bloavezh-se.

Gant un dekred eus an 12 a viz Du 1810 e voe staget Republik Valais ouzh an Impalaeriezh C'hall Kentañ, evel un departamant anvet Simplon.

Da vare Brezel ar C'hwec'hvet Kenunaniezh e voe aloubet Valais gant armeoù Aostria, e miz Kerzu 1813. Pa voe diskaret Impalaeriezh Napoleon da vat ez eas d'ober unan eus kantonioù Suis, e miz Eost 1815.