Renaissance de la Harpe Celtique

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Renaissance de la Harpe Celtique zo ur bladenn gant Alan Stivell, deuet er-maez e 1971 e ti Philips. E drede albom e oa, an eil gouestlet d'an delenn geltiek nevez, krouet gant e dad Georges Cochevelou er bloavezhioù 1950. Priz an Akademiezh Charles-Cros a voe roet d'an albom e Bro-C'hall, ha meneget e voe er Grammy Awards e SUA.

E-touez ar pezhioù ez eus ur pennad, an hini kentaén, diwar-benn mojenn ker Is, p'emañ an eil diwar-benn gwerzioù,(Marv Pontkalleg hag Eliz Iza), gant tammoù sonerezh kembreat evit an delenn . Ar peurrest zo dediet da sonerezh ar broioù gouezelek (Iwerzhon, Skos, Manav).