Referendom war dizalc'hiezh Bro-Skos (2014)
Ur Referendom war dizalc'hiezh Bro-Skos zo bet aozet d'an 18 a viz Gwengolo 2014. Goulennet e oa bet « Should Scotland be an independent country? » ("daoust hag ur vro dizalc’h e rank Skos bezañ ?"). Da lavaret eo daoust ha distag diouzh ar Rouantelezh-Unanet e ranke bezañ.
Gallout a rae 4,2 milion a dud tapet 16 vloaz gante kemer perzh er votadeg. Diwar ar 3 623 344 a dud o doa votet (84,59 % eus an dilennerien) e oa bet 44,7 % o votiñ ya ha 55,3 % o votiñ nann.
A-du gant an dizalc'hiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er renk kentañ e-touez an dud a oa o kabaliñ a-du gant an dizalc'hiezh e oa Kentañ Ministr Bro-Skos, Alex Salmond. E zilez en deus roet goude ar referendom
A-enep an dizalc'hiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar re a oa a-enep an dizalc'hiezh a oa o kabaliñ gant ar ger-stur "Better Together" ("Gwelloc'h A-gevret"). Evito e ranke Bro-Skos chom e-barzh ar Rouantelezh Unanet.
E-touez ar pennoù bras a voe gwelet o kabaliñ a-enep an dizalc'hiezh e c'haller menegiñ Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet, David Cameron, ar bes-kentañ ministr Nick Clegg ha penn an tu-enep, Ed Miliband, hag a oa holl o c'houlenn ma chomfe Bro-Skos e-barzh ar Rouantelezh Unanet. Gordon Brown, ur Skosad hag a oa bet kentañ ministr a-raok David Cameron, a gemeras perzh er c'habalerezh a-enep an dizalc'hiezh ivez.