Mont d’an endalc’had

Red Hot Chili Peppers

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Red hot chili peppers)
Red Hot Chili Peppers er Pinkpop Festival e 2005

Red Hot Chili Peppers a zo ur strollad rock eus SUA. Savet e oa bet e Los Angeles (Kalifornia) e 1983.

Penn-kentañ ar strollad (1983–1984)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv orin ar Red Hot Chili Peppers a oa Tony flow and the Miraculous Masters of Mayhem[1]. Ur strollad pevar mignon o tont eus ar Faifax High School e oant er penn-kentañ: Anthony Kiedis (kaner), Hillel Slovak (gitar), Michael "Flea" Balzary (gitar-boud) ha Jack Irons (taboulinoù).[2],[2] N'en doa ket c'hoant ar strollad bezañ el luskad Los Angeles punk scene, hag a oa pep-lec'h d'ar mare-se. Hillel Slovak ha Jack Irons a oa en ur strollad all, What Is This? e anv. An abadenn gentañ graet gant ar Red Hot Chili Peppers a oa er Rythm Lounge, un davarn strip-tease.[3] Tro-dro 30 den a oa er sal p'o deus c'hoariet. Leun a LSD, e welont en deus ur strip-teasez muioc'h berzh egeto. En em lakaat a reont neuze e noaz gant ul loer war o kalc'h hag en em lakaat a reont da senniñ: berzh a ra diouzhtu en davarn ha trowardro. Ur ganaouenn a zo bet krouet evit an abadenn, pep hini a senne war an taol e-pad ma rappe Anthony Kiedis gant ur barzhoneg anvet "Out in L.A"[4] Goude ur sizunvezh senniñ e oa loc'h enno ha dre ma oa startijenn ganto eo bet goulennet dezho senniñ ur sizunvezh c'hoazh.[3] Dre-se e c'heñch ar strollad anv, dont a ra da vezañ Red Hot Chili Peppers da vat. Kenderc'hel a reont da senniñ e meur a davarn e Los Angeles hag e gejont gant sonerien all. 6 gannaouenn a gano diwar-se, enrolet vezont war ur c'hasedig evit gellet kinnig al labour graet d'un embanner pladennoù.[5].

Meur a vizvezhioù goude an abadenn gentañ, e sin ar strollad ur c'hontrad gant EMI, met div sizunvezh en-araok, en deus bet ar strollad What Is This? an aotre da enrollañ e sonerezh gant MCA. Hillel Slovak ha Jack Irons a ziviz kuitaat ar strollad a-benn kenderc'hel gant What Is This? hag a oa evito siriusoc'h[6]. Erlec'hiet e vint gant Cliff Martinez d'an taboulinoù (Michael Balzary a anaveze anezhañ araok ma teufe er strollad) ha Jack Sherman d'ar gitar. Jack Sherman a oa ar c'hontrol eus ar pezh a tlefe bezañ ar Red Hot Chili Peppers: freuz a lako da c'houde, ne oa ket a-du Sherman gant doare bevañ ar strollad.

Ar bladenn gentañ a vo produet gant Andy Gill, gitarour ar strollad Gang of Four (sach-blev a oa alies etre Andy Gill hag e strollad, levezoniñ a raio dazont ar Red Hot Chili Peppers). Ar bladenn Red Hot Chili Peppers, aet er maez an 10 a viz Eost 1984, a zo ur gwir c'hwitadenn, ne gaver ket war ar bladenn ar strollad en-dro pa c'hoarie e abadennoù kentañ. 25000 pladenn a vo gwerzet diwar-se. Ne zaio ket gweloc'h an traoù gant an abadennoù da c'houde. Freuz a grog da vezañ etre Anthony Kiedis ha Jack Sherman. Mont araio kuit Sherman goude-se evit leuskel e blas da Hillel Slovak, aet kuit eus What Is This? evit distreiñ gant e strollad mignoned e 1985.

Freaky Styley ha The Uplift Mofo Party Plan (1985–1988)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Georges Clinton a zo bet dibabet evit produiñ an eil pladenn, Freaky Styley e anv. An aotroù Clinton a c'hoari, a gan en ur strollad anvet Parliamant Funkadelic, levezoniñ a raio ar Red Hot Chili Peppers gant e zoare da senniñ hag a zo funky a zoare. Er c'hontrol da Andy Gill, Georges Clinton a grede e siriusted ar Red Hot Chili Peppers hag en o talant. D'ar 16 a viz Eost 1985 ez eo aet er maez Freaky Styley. Ur berzh bihan en deus memes ma'z eo kalz gwelloc'h ar bladenn-se eget The Red Hot Chili Peppers, pladenn gentañ ar strollad. Ur c'hwitadenn eo: berzh bihan, nebeut a arc'hant... Ouzhpenn da se ar skridvarnourien, direnket dre ar fed e rap ur strollad tud gwenn o c'hroc'henn, a tamall dezho sevel "sonerezh du". Padal Hollywood (Africa) , unan eus kanaouennoù ar bladenn, a ra berzh e Europa dre ma'z eo bet lakaet e single.

Cliff Martinez a za kuit eus ar strollad e-pad an hañv e 1986. Erlec'hiet e vo e-pad ur mare gant Chuck Biscuits evit echuiñ an toullad abadennoù a chom met leuskel a ra e blas da Jack Irons, dilabour hag aet kuit eus What Is This?. Dibab a reont da c'houde Michael Beinhorn evit produiñ an trede pladenn. Kavet e vez ar ganaouennoù buhan-ha-buhan ganto, setu stummet ar bladenn. Adkavet e vez enni funk Freaky Styley, met ivez un tostaat d'ar punk rock ha d'ar funk metal. Ar wech kentañ eo e kaver ar pevar sonerien orin war ur bladenn. D'an 29 a viz Gwengolo 1987 e teu er maez The Uplift Mofo Party Plan. Ar wech kentañ e oa dezho bezañ en "chartoù", en 148vet plas int erruet[7]. Un darvoud talvoudus eo bet evito.

Met Anthony Kiedis hag Hillel Slovak a zo klañv gant an drammoù[8] Hillel Slovak a c'hoari fall e-pad an abadennoù, chom a raio padal er strollad e-pad an abadennoù en Europa ur wech digontammet. Mervel a raio memestra ar 25 a viz Even 1988 en e ranndi bet euvret gantañ re a heroïne, just goude fin abadennoù da lañsañ ar bladenn The Uplift Mofo Party Plan.[9] Ne zeuio ket Anthony Kiedis d'e obidoù, tec'hout a raio kuit eus ar gêr o krediñ ez eo ur fallhuñvre.[10]. E-pad un emvod etre izili ar strollad e tisklêr hennez: "This is not where I want to be. I do not want to be part of something where my fucking friends are dying". (N'eo ket aze em eus c'hoant bezañ. N'am eus ket c'hoant kemer perzh en un dra lec'h ma varv va mignoned.)

Mother's Milk (1989–1990)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit parrañ ouzh marv Slovak hag ar fed e kuitfe Irons ar strollad o deus Kiedis ha Flea gopret Dead Kennedys tabouliner D. H. Peligro hag ur gitarour P-Funk DeWayne "Blackbyrd" McKnight da c'hortoz. Ne oa ket ar memes efedusted gant an daou-mañ setu perak e vint erlec'hiet buhan a-walc'h. Koulskoude, an amzerig tremenet gant Peligro er strollad en deus degaset cheñchamantoù d'un doare ameeun war hir dermen d'ar strollad: a fed bezañ er strollad en deus krouet darempredoù etre ar strollad hag John Frusciante, anavezet mat gant Peligro, e giz-se en deus gellet c'hoari dirazo evit bezañ ar gitarour nevez. Goude bezañ bet enrollet un jam a-feson (hag a vo adkavet da c'houde e-barzh Mother's Milk gant an titl "Pretty Little Ditty"), ar strollad a-bez a zo bet a-du kenderc'hel da labourat gant Frusciante[11].

Teir sizunvezh a-raok enrolladenn ar bladenn e chome ar strollad hep tabouliner daoust d'an auditionoù e-leizh. Un nebeut amzer goude, ur mignonez tost ouzh ar strollad a gomzas dezho diwar-benn un tabouliner anavezet ganti, Chad Smith. N'e oa ket tomm-tre Kiedis da leuskel emañ c'hoari ganto met reiñ a reas a-benn ar fin ur chañs dezhañ. Goude bezañ bet selaouet anezhañ, e tivizas Kiedis, Frusciante ha Flea degemer anezhañ er strollad. Enrolladenn ar pevare bladenn a zo bet fourgaset peogwir eo bet savet bec'h etre ar produour Michael Beinhorn, ar c'hoant gantañ ma c'hoarife Fruciante gant ur son kreñv, o flastrañ ar son, evel ma c'hoarier Heavy metal[12] Ar cheñchamant-se, en deus trubuilhet Frusciant hag a oa boazet da c'hoari en un doare all. Tu 'zo merzout kement-se e-barzh ar ganaouenn "Stone Cold Bush".[13].

Pevare pladenn The Chili Peppers, anvet Mother's Milk a zo deuet er-maez e miz Eost 1989, roet en deus ar bladenn-mañ dezho ur plas en rock hits evit ar wech kentañ. A drugarez ivez d'ur gwerz savet gant Slovak, "Knock Me Down",[2] hag ur ganaouenn adkemeret eus Stevie Wonder, anvet "Higher Ground". An albom a zo bet 52vet en American album charts hag bladenn-aour getañ eo evit ar strollad[14].

Blood Sugar Sex Magik (1990–1992)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1990, e tiviz ar strollad cheñch label evit labourat gant Warner Bros. Records, gant Rick Rubin prest da broduiñ ur pempved albom, anv ebet a zo bet roet d'ar bladenn c'hoazh. Produiñ a raio Rubin ar bladennoù studio da zont ivez. Aesoc'h ha Mother's Milk eo bet skrivañ ar bladenn-nevez-mañ, ha Kiedis o lavar "[bemdez] bremañ, sonerezh nevez a oa, evidon da sevel pozioù"[15].

Kroget eo neuze ar strollad gant ur prantad c'hwec'h miz da enrollañ ar bladenn —enno prantadoù hir evit pleustriñ, sonaozañ ha goradiñ ar menozhioù — met ne oa ket laouen Rubin gant labour reoliek ar studio, o soñjal e labourfe gwelloc'h ar strollad gant ur framm plijusoc'h. Kavet en deus dre zegouezh un "amazing, huge, empty historically landmarked Mediterranean haunted mansion a stone's throw from where we all lived." (da laret eo un ti nebel ouzh lec'h ma vevont)[16] Evit ar miz war-lec'h Frusciante, Kiedis and Flea a zo chomet distro, morse n'eus unan kuitaet an ti e-kerzh ar prantad-enrollañ. Smith avat a zivizas chom hep bevañ en ti-mañ o krediñ e oa santanazet[17].

Ne oa ket gouest ar strollad reiñ un anv d'ar bladenn, met evit Rubin, unan eus titloù kanaouennoù a zo deut war-well a zo "Blood Sugar Sex Magik". Ne oa ket ar ganaouenn-mañ war ar bladenn ha daoust da se en deus kredet Rick e oa "clearly the best title" (an titl gwellañ) o defe en amzer-se[18]. D'ar 24 a viz Gwengolo 1991 e teu er-maez Blood Sugar Sex Magik. Ar single "Give It Away" a zo deut er-maez da gentañ; gounezet o deus gantañ ur Grammy award e 1992 evit bezañ ar "Best Hard Rock Performance With Vocal" hag ur plas kentañ evit ar single-se er Modern Rock chart[19],[20] An eil single deut er-maez a zo ar « gwerz » "Under the Bridge", en eilvet plas eo bet er Billboard Hot 100 chart,[20] ar plas uhelañ en deus bet ar strollad gant ar renkad-se[20], unan eus kanaouennoù brudetañ ar strollad eo. Singleioù all evel "Breaking the Girl" ha "Suck My Kiss" a zo bet plaset mat er renkadoù ivez. Ar bladenn-mañ en deus bet brud-vat er bed a-bez, gwerzhet eo bet 12 milion a skouerenn ha klevet e vezent war ar radioioù.[21]. Blood Sugar Sex Magik a zo bet plaset 310vet er Rolling Stone magazine war ul listenn 500 Greatest Albums of All Time, hag e 1992 e tizhont an trede plas eus an U.S. album charts, tost ur bloavezh war-lec'h bezañ deuet er-maez.

Brud ar strollad hag an dramm en deus lakaet fall Frusciante, hag a zo aet kuit eus ar strollad e-pad ar Blood Sugar Japanese tour e miz Mae 1992.[2] Kendalc'het en deus ar strollad da vont memestra ha c'hoariet o deus el Lollapalooza festival e 1992 gant un erlec'hier da Frusciante anvet Arik Marshall (a c'heller gwelout e pevare season eus The Simpsons, "Krusty Gets Kancelled", hag ur video evit "Breaking the Girl" ha"If You Have to Ask"). Erlec'hiet e vo ivez gant Jesse Tobias o tont eus al Los Angeles-based band Mother Tongue. Met ne chomo ket pell ar re-se peogwir "The chemistry wasn't right."[22] A-benn ar fin o deus dalc'het ganto gitarour Jane's Addiction, Dave Navarro e anv.

One Hot Minute (1993-1997)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave Navarro a zo bet gwelet evit ar wech kentañ gant ar strollad e Woodstock '94, 'lec'h m'o doa dilhad graet gant metal gant ampoulennoù staget outo, tost dibosubl e oa dezho c'hoari gant o binviji sonerezh. Daoust ha ma seblante ar strollad bezañ seder, e kroge an darempredoù etre an tri ezel gozh ha Navarro da vezañ fall[23] E doare da senniñ a oa disheñvel diouzh ar re all ar pezh en deus diaesaet ar fed c'hoari asambles,[24] met kendalc'het o deus memestra gantañ e-pad ur bloavezh hag enrollet en deus gant ar Red Hot Chili Peppers e bladenn nemetañ ganto, One Hot Minute, bet enrollet ha deuet er-maez d'an 12 a viz Gwengolo 1995. Hervezh ar strollad e oa bet ar bladenn-mañ an hini teñvalañ, tristañ da geñver ar pezh o doa graet a-raok.[24] Daoust da se en deus bet ar bladenn brud vras. Gwerzhet eo bet 5 milion a skouerenn er bed a-bez,[25]. plaset eo bet ar single "My Friends" er c'hentañ plas (an trede gwech eo bet d'ar strollad kaout ur single er c'hentañ plas), hag ar c'hanaouennoù "Warped" ha "Aeroplane" o deus graet berzh.

Kavet eo bet en-dro kanaouennoù ar bladenn e-barzh meur a sonerezh-filmoù. "I Found Out", adkemeret diwar oberenn John Lennon, a zo bet klevet e-barzh Working Class Hero: A Tribute to John Lennon. Adkemeret eo bet ivez ur ganaouenn eus an Ohio Players, anvet "Love Rollercoaster", a zo bet klevet e Beavis and Butthead Do America soundtrack, ur single a zo bet graet anezhañ.

D'ar mare-se en doa kroget Kiedis da gemer heroin en-dro. E miz Ebrel April 1998 eo bet diskleriet en doa Navarro kuitaet ar strollad peogwir e oa re a zisheñvelder e_keñver ar c'hrouiñ; Kiedis en deus lavaret eo bet un diviz "kemm-ouzh-kemm."[26] Ha padal, an dezrevelloù a lavare e teue ar fed e kuitfe Navarro goude bezañ bet klasket gant ar strollad pleustriñ drammet, hag o doa kemeret perzh e kouezadenn emañ war e amplaat[27] Kiedis en deus lavaret da c'houde daoust ha ma oa fentus an degouezh-se, an dra-se eo en deus bountet Navarro da guitaat ar strollad da vat.[28].

Californication (1998–2001)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

By the Way (2002–2005)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stadium Arcadium (2006-bremañ)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distroet e Los Angeles e 2001, e enrollont ar Red Hot un Album nevez anvet "By the Way" a zeuio er-maezh e 2002. E 2006 e reont un bladenn all anvet Stadium Arcadium a vo produet c'hoazh gant Rick Rubin. 47 000 000 album voe gwerzhet ganto fin 2007. Ar Red hot chili peppers a zo unan eus ar strolladoù gwellañ eus an 20 bloaz diwezhañ.

  • Return of the Dream Canteen (2022)
  1. Apter, 2004. p. 60
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Prato, Greg. Red Hot Chilli Peppers > Biography. Allmusic. Kavet : 2007-06-05.
  3. 3,0 ha3,1 Kiedis, Sloman, 2004. p. 106
  4. Kiedis, Sloman, 2004. p. 105
  5. Kiedis, Sloman, 2004. p. 115
  6. Kiedis, Sloman, 2004. p. 127
  7. The Uplift Mofo Party Plan. Billboard Magazine. Diellet er skrid orin d’an 2007-08-17. Kavet : 2007-06-07.
  8. Kiedis, Sloman, 2004. pp. 219-25
  9. Kiedis, Sloman, 2004. p. 222
  10. Kiedis, Sloman, 2004. pp. 210-223
  11. Kiedis, Sloman, 2004. p. 229
  12. Kiedis, Sloman, 2004. pp. 240-4
  13. Kiedis, Sloman, 2004. p. 240-250
  14. Mother's Milk. Billboard Magazine. Diellet er skrid orin d’an 2007-08-17. Kavet : 2007-06-07.
  15. Kiedis, Sloman, 2004. p. 264
  16. Kiedis, Sloman, 2004. p. 274
  17. Kiedis, Sloman, 2004. pp. 274-275
  18. Kiedis, Sloman, 2004. p. 279
  19. Artists: Red Hot Chili Peppers. Grammy.com. Kavet : 2007-06-07.
  20. 20,0 20,1 ha20,2 Red Hot Chili Peppers > Charts and Awards > Billboard Singles. Allmusic. Kavet : 2007-06-07.
  21. Lamb, Bill. Red Hot Chili Peppers Discography. About.com. Kavet : 2007-06-10.
  22. Foege, Alec (1995-10-19). The Red Hot Chili Peppers (Page 1). RollingStone.com. Kavet : 2007-03-31.
  23. Kiedis, Sloman, 2004. p. 350
  24. 24,0 ha24,1 Foege, Alec (1995-10-19). The Red Hot Chili Peppers (Page 2). RollingStone.com. Kavet : 2007-03-31.
  25. Kiedis, Sloman, 2004. p. 401
  26. Rosenthal, Joe (1998-04-06). Pepper Guitar Mill Grinds On. RollingStone.com. Diellet er skrid orin d’an 2007-10-31. Kavet : 2007-03-31.
  27. Kiedis, Sloman, 2004. p. 393
  28. Kiedis, Sloman, 2004. p. 377

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]