Recep Tayyip Erdoğan
Recep Tayyip Erdoğan zo ur politiker turk bet ganet d’ar 26 a viz C'hwevrer 1954 en Istanbul. Deuet e oa da vezañ kentañ ministr Turkia d’ar 14 a viz Meurzh 2003. Emañ e penn an Adalet ve Kalkınma Partisi (AKP, Strollad ar Reizhded hag an Diorren). Dilennet e voe da brezidant ar Republik d'an 10 a viz Eost 2014 en dro gentañ hag addilennet e 2018.
Dilennadeg 2018
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 24 a viz Even 2018 e oa bet embannet gant Erdogan e oa aet ar maout gantañ e dilennadeg prezidant Turkia. Embannet e oa bet kement-se gantañ a-raok ma vefe disklêriet an disoc'hoù gant bodad an dilennadegoù. Ha pa vefe bet kadarnaet e drec'h gant ar bodad, ar strolladoù enebet outañ a ziskleir e oa bet truchadennoù, dreist-holl e reter Turkia ma vev Kurded[1].
Gant al lezennoù en doa lakaet votiñ dre referendom e vo lamet ar post a gentañ-ministr ha kreñvaet kalz e c'halloudoù evel prezidant Turkia.
Otomanerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sot eo Erdoğan gant an Impalaeriezh otoman. Klask a ra lakaat hengounioù ar mare-se da vevañ en-dro. Pa voe degemeret Mahmoud Abbas, prezidant Palestina, e palez prezidanted Turkia, e oa bet lidet an emgav gant Turked gwisket evel re an Impalaeriezh otoman eus ar XVIvet kantved.