Ram Nath Kovind

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ram Nath Kovind e 2017.

Ram Nath Kovind, ganet d'ar 1añ a viz Here 1945, zo ur politikour indian ha prezidant e vro abaoe 2017. Bet e oa bet ivez gouarnour Bihar etre 2015 ha 2017, bet e oa bet ivez ezel eus parlamant India, ar Rajya Sabha, etre 1994 ha 2006.

Bet e oa e penn ar strollad Bharatiya Janata Party (BJP). Kovind a oa bet lakaet war-raok evel danvez prezidant gant ar c'hengevread politikel NDA (National Democratic Alliance) ha trec'h e voe e dilennadegoù prezidant 2017. An eil Dalit e voe da vezañ dilennet d'ar post-se. En e bost emañ abaoe ar 25 a viz Gouhere 2017.

A-raok e vuhez politikel e oa bet alvokad e-pad 16 vloaz. Labouret en devoa en Dillī uchcha nyāyālaya (Lez-varn uhel Delhi) hag e lez-varn uhel India betek 1993.

Ram Nath Kovind o tegemer Pranab Mukherjee e Patna.