Pranab Mukherjee
Neuz
Pranab Kumar Mukherjee (প্রনব কুমার মুখার্জী e banglaeg) (11 a viz Kerzu 1935 - 31 a viz Eost 2020) a oa ur politikour indian eus strollad an Indian National Congress. Prezidant Republik India eo bet etre ar 25 a viz Gouere 2012 hag ar 25 a viz Gouere 2017.
E meur a bost all e oa bet a-raok e gouarnamant India, evel ministr an Arc'hant ha ministr an Aferioù Diavaez, er bloavezhioù 1980, 1990 ha 2000.
Dilennet e voe da brezidant India d'an 22 a viz Gouere 2012, gant 69,3% eus ar mouezhioù, a-enep ar mirour Purno A. Sangma.