Ralf Iañ Gwadel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ralf Iañ Gael)

Ralf Iañ Gael pe Ralph[1] Gael pe Guader ( Wader e saozneg) (a-raok 1042–war-dro 1096), a voe aotrou Monforzh ha Gwazel, gwaz dindan dug Breizh, ha kont Norfolk ha Suffolk.

Perzh a gemeras en Emsavadeg ar Gonted a-enep Gwilherm ar Bastard.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ralf Gael a oa saoz ha breizhat. Ganet un tamm a-raok 1040 e Hereford.

Mab e oa da « Ralph Stalre » pe « Ralph l'Écuyer » (en saozneg : Ralph the Staller, pe Ralph the Englishman) († 1069), aotrou Gael. "Ralph stalre" a oa Radulfus Anglicus en aktoù duged Breizh en hanterenn gentañ an XIvet kantved, ha dreist-holl diazezadur Abati Sant Jorj e Roazhon : Radulphus Anglicus en un donezon graet gant an dug Alan III Radulphi Angli en 1032[2]. Anvet e voe da gont Norfolk en 1067, goude Aloubadeg Bro-Saoz.

E dad a oa bet kuzulier gant ar roue saoz Edward ar C'hofesour, hag a eas a-du gant Gwilherm an Alouber. Dimezet e oa da Agatha, c'hoar d'ur perc'henn bras e Norfolk[3].

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degouezhout a reas dezhañ baroniezh Gael, er gwalarn da Roazhon hag er c'hreisteiz da Zol, hag enni, en amzer-se, Montfort ha Montauban, un daou-ugent parrez en holl[4].

En Bro-Saoz, dre hêrezh pe dre digant ar gurunenn, en doe douaroù bras en Norfolk, hag ivez en Suffolk, Essex, Hertfordshire, hag e kontelezhioù all moarvat.

A-raok 1075[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1065, edo gant Konan II pa lakaas seziz war Riwallon Dol, aotrou Dol, en e gastell e Combourg. Perzh a gemeras en aloubadeg Bro-Saoz e 1066 gant Gwilherm Normandi, war un dro gant aotrouien all a Vreizh,

En 1069 e voe trec'h war ar Vikinged a oa deuet da ober freuz ha reuz e Norfolk ha kemeret Norwich.

En 1070 e voe anvet da gont Norfolk, Suffolk ha Cambridge gant ar roue Gwilherm.

Dimeziñ hag emsavadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas da Emma Hereford, merc'h da Guillaume FitzOsbern, 1añ kont Hereford.

Nac'h a eure ar roue asantiñ d'an eured hag en em sevel a eure Ralf en 1075, gant e vreur-kaer Roger de Breteuil, 2vet kont Hereford, ha Waltheof, kont Huntingdon, da ziskar ar roue. Fall avat e troas an traoù ganto : tennet e voe digantaén e zouaroù ha kestell e bro-Saoz, tec'hel a rankas da Vro-Danmark ma c'houlennas skoazell digant Knut, mab d'ar roue Sven II Danmark. Distreiñ a reas da Vro-Saoz gant 200 lestr, met echu e oa an emsavadeg, ma rankas distreiñ da Vreizh.

Ar gontas a chomas e kastell Norwich e-pad tri miz, ken na voe aotreet da vont kuit dic'hloaz gant he soudarded. Roet e voe dezho 40 deiz evit kuitaat ar rouantelezh. Mont a reas ar gontez da vreizh da c'hortoz he fried.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • André Chédeville et Noël-Yves Tonnerre, La Bretagne féodale, XIe-XIIIe siècle, Ouest-France Université, Rennes (1987), (ISBN 2737300142).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. pe Randulf, Randolf, Ranulf, Raoul
  2. Mémoires pour servir de preuves à l'histoire de Bretagne Dom Morice Tome I Col 369,371,373
  3. Hervez ar gronikenn angl-ha-saoz AD1075 "Ralph a oa breizhat a-berzh mamm, met e dad hag a oa Ralph e anv a oa saoz anezhañ."
  4. D. C. Douglas, William the Conqueror, Londres, 1964, p. 231.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]