Rajaton

Eus Wikipedia
Rajaton
A-dreñv : Hannu Lepola, Jussi Chydenius, Ahti Paunu,
Dirak : Virpi Moskari, Soila Sariola, Essi Wuorela

Bro orin Banniel Finland Finland, Helsinki
Doare(où) Laz-kanañ
Bloavezhioù oberiant 1997 - bremañ
Lec'hienn ofisiel www.rajaton.net

Izili Essi Wuorela
Virpi Moskari
Soila Sariola
Hannu Lepola
Ahti Paunu
Jussi Chydenius

Rajaton a zo ul laz-kanañ finnek a cappella krouet e Helsinki e 1997. Ar gêr finnek rajaton a dalvez kement ha didermen, da laret eo evel ar roll kanaouennoù kanet ganto hag a c'hell bezañ klasel pe pop[1].

Ar strollad a gan dreist-holl e Finland met tro o deus bet d'ober abadennoù en Europa hag er bed a-bezh. Ne ganont ket kement-se en Hanternoz Amerika, met tu 'zo da welout anezho gwech ha gwechoù e Kanada er Festival 500 e St. John's, en Douar-Nevez ivez hag er MusicFest Vancouver e Vancouver, British Columbia, ha pedet e oant bet evel guest artist er c'h-Kaleid Choral Festival e Woodstock, Ontario e 2005 ha 2006.

E 2005, ar bladenn Kevät a oa bet gwerzhet 100000 gwech er bed, ur bladenn aour o deus tapet neuze.

Kavout a reer e-barzh roll kanaouennoù Rajaton oberennoù bet krouet evito: hep kemer e kont labourioù ar sonaozerien Mia Makaroff, Laura Sippola ha Anna-Mari Kähärä, ul lodenn eus kanaouennoù ar strollad a zo bet skrivet ha kempennet gant izili al laz-kanañ. Ul lodenn vat eus ar pozioù a zo bet skrivet diwar ar c'h-Kanteletar.

Soila Sariola a zo alto er strollad. Kanerez liesmouezhiek, gallout a ra kanañ he-unan hag enrollañ sonioù hag a c'hellfed krediñ ez int trompilhoù, gitarioù ha gitarioù tredan. Kempennet he deus ul lodenn eus kanaouennoù Rajaton.

Sariola a zo ganet en ur familh 'lec'h ma veze desket c'hoari sonerezh. Kemeret he deus kentelioù biolin en East Helsinki Music School, seniñ a rae saxophone pa oa krennardez. C'hoariet he deus ivez kantele, benveg sonerezh Finland, hag harmonium. Goude bezañ bet kanet en Tapiola Choir ha meur a laz-kanañ all, e oa en em gavet gant Rajaton e 1999.

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h ezel a zo:

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rajaton sings Queen with Lahti Symphony Orchestra (2008)
  • Maa' (October 2007)
  • Rajaton sings Abba with Lahti Symphony Orchestra (2006)
  • Out of Bounds (2006)
  • Kevät (2005)
  • Joulu (2003)
  • Sanat (2002)
  • Boundless (2001)
  • Nova (2000)

DVD[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Joulu DVD (2004)

Dave[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.