Ragnarr Loðbrók
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche

Rayner Lothbroc gant e eil wreg ar briñsez Aslög taolennet gant August Malmström tro 1880
Ragnar Lodbrok pe Lothbrok (norseg kozh: Ragnarr Loðbrók, "Ragnar lavregoù-dizoare") a oa ur penn viking damvojennel eus an henvarzhoniezh norseg hag eus an hengoun fornaldarsaga. Hervez ar mammennoù diasur-se, Ragnar a oa bet brudet evel penn argadennoù skrapañ e Bro-Saoz ha Frankia e-pad an 9vet kantved.
Hervez an hengoun lennegel, Ragnar a oa:
- Mab ar roue svedat Sigurðr hringr
- Dimezet teir gwech, gant ar skjaldmær Lathgertha, gant Þóra Borgarhjǫrtr ha gant ar briñsez Aslög (anvet ivez Kráka, Kraba ha Randalin).