Raganv nepreizh
Neuz
Implijet e vez hi e brezhoneg evel raganv nepreizh (goude ma'z eo benel ar ger "hi" evel-just) nemet atav gant un araogenn :
- gant a :
- Noz eo anezhi
- gant da :
- Dao dezhi, bec’h dezhi, tan dezhi
- gant e :
- Glav zo enni.
- gant gant :
- N’emaout ket ganti. Glav zo ganti
- Mont re bell ganti.
- gant ouzh :
- Poent eo dit stardañ outi.
- gant war :
- Stumm ar glav zo warni.
Implijet e vez homañ en hevelep doare en div skouer-mañ tennet eus unan eus levrioù Jules Gros:
- Homañ a zo glav ganti.
- Homañ, am eus aon, zo o vont d'ober glav adarre.
Troienn heñvel pe damheñvel e yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Keñveriañ a c'haller
- gant an droienn gembraek "mae hi'n bwrw glaw"
- gant an troiennoù gallek "il fait beau, il pleut, ainsi soit-il, il faut" ha nouspet all.