Rio Grande (Norzhamerika)
- Evit sterioù all ar ger Río Grande, gwelit ar bajenn disheñvelout.
Ar Rio Grande, anavezet evel Río Bravo del Norte pe Río Bravo e Mec'hiko (dreist-holl evit al lodenn en ardraoñ d'ar c'hember gant ar Río Conchos), Tooh Baʼáadii e navac'hoeg, Kótsoi en apacheg jicarilla, zo ur stêr hir ha bras, 3 037 km hed dezhi, hag emañ hec'h andon e Colorado e SUA. War he 2 018 km diwezhañ, adalek El Paso, Texas, e talvez da harzoù naturel etre ar Stadoù-Unanet ha Mec'hiko. Aberiñ a ra e pleg-mor Mec'hiko.
Stadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eieniñ a ra e Colorado, treuziñ New Mexico, redek etre Texas en hanternoz dezhi ha Chihuahua, Coahuila, Nuevo León, ha Tamaulipas er c'hreisteiz.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eieniñ a ra ar Rio Grande e menezioù San Juan, e Colorado ha diskenn a ra dre traoñienn San Luis war-zu ar c'hreisteiz en ur dremen dre Albuquerque ha Las Cruces betek El Paso. 607 965 km² zo d'an diazad doureier, kement ha broioù evel Botswana pe Ukraina.
Adstêrioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E SUA
- E Mec'hiko