Mont d’an endalc’had

Ràdio Arrels

Eus Wikipedia
Ti Ràdio Arrels

Ràdio Arrels zo ur skingomz katalanek, eus Hanternoz Katalonia, krouet e 1981 e Perpinyà. Da gentañ ne oa nemet tud a-youl-vat oc'h ober war he zro, hiziv eo tud a vicher. Hogen chomet eo feal d'an talvoudoù diazez: tost d'an dud, gwriziennet er vro, katalaneg hepken, yezh, digor d'ar broioù katalanek all ha da bobloù all ar bed, sonerezh a bep seurt

Ur skingomz katalanek eo Ràdio Arrels, a laka an dud da gomz ha da selaou katalanek. Digor eo d'ar re yaouank a zo o teskiñ ar yezh er skolioù pe er skol-veur.

C'hwec'h den a labour e ti Ràdio Arrels hag un tregont den all dic'hopr a genlabour.

Abadennoù a bep seurt a vez, kaoz a vez eus rugbi, e-barzh “Entre els pals semalers” bep lun da noz, evel eus barzhoniezh pe istor. Klevet e vez rock katalan kenkoulz ha “nova canço catalana” gant Lluís Llach, Raimon, Maria del Mar Bonet pe Jordi Barre.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]