Pāṇḍava
Er Mahābhārata, unan eus an daou zanevellgan meur India, e reer Pāṇḍava-ed eus ar pemp mab anavezet gant Pāṇḍu, bet ganet gant e ziv wreg Kuntī ha Mādrī, priñsez Mādra. Anvet int Yudhiṣṭhira, Bhīma, Arjuna, Nakula ha Sahadeva. O-femp a oa dimezet d'ar memes plac'h, Draupadī.
A-gevret e stourmas ar vreudeur gant berzh ouzh o c'hendirvi, ar gKaurava-ed, en ur brezel bras a zeuas da vezañ anavezet evel Brezel Kurukṣetra.
Ganedigezh ar bPāṇḍava-ed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sellet e vez ouzh ar bPāṇḍava-ed evel mibien Pāṇḍu dre ma'z int bugale d'e ziv bried. Diskouez a ra ar Mahābhārata ez int hanterzoueed avat, mibien d'ur vaouez ha d'un doue : ne voe engehentet hini ebet anezho gant Pāṇḍu. Pa oa nevez zimezet ha dishêr hemañ ez eas da chaseal, ha gloazañ a reas un askezour hag a villigas anezhañ : ma kousk gant e briedoù e varvo da goulz ar bliz. Kunti, e bried kentañ a implijas an donezon he doa bet, hag hi plac'hig yaouank c'hoazh, gant ur brahman : gallout a ra gervel forzh peseurt deva ha goulenn gantañ reiñ ur mab dezhi, ganet e vo diouzhtu. Gant ar c'hoant gouzout he doa implijet an donezon-se a-raok bezañ dimezet da bPāṇḍu hag engehentet he doa Karṇa. Kinnig a reas neuze da bPāṇḍu dibab o-daou piv a vefe an tadoù doueel :
- gervel a reas Dharma, an Dever, hag engehentiñ a reas an henañ, Yudhiṣṭhira ar vertuz ;
- gant Vayu, an Avel rust ha kreñv, e voe engehentet Bhīma ;
- hag Indra, roue an doueed, a voe engehenter Arjuna, ar barfeted.
Mādrī, eil pried Pāṇḍu, a c'houlennas ar memes tra. Gant sikour Kunti e c'halvas an daou zoue gevel Aśvin hag a engehentas he gevelled Nakula ha Sahadeva.
Perzhioù ar bPāṇḍava-ed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pep Pāṇḍava en deus perzhioù dibar hag a zeu eus e engehenter evit darn :
- Yudhiṣṭhira a zo reizh ha fur, met techet eo da c'hoari ;
- Bhīma a zo brudet e lontegezh hag e nerzh korf, hag a zo brasoc'h c'hoazh eget e skiant ;
- Arjuna a zo ur gwareger meur hag un hoaler a zo bet kelenner an dañs dezhañ gant apsarased lez Indra ;
- Nakula ha Sahadeva a zo marc'heien ha klezeourien ampart.
Ur pried boutin o deus ar pemp breur : ar briñsez Draupadī, ha pep hini en deus priedoù dezhañ e-unan ouzhpenn. Arjuna, da skouer, en deus peder gwreg, Subhadrā ha Draupadī en o zouez.
Liamm gant ar Mabinogi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Mabinogi e kaver ur framm tost ouzh hini ar pemp Pāṇḍava : Dôn he deus bet pemp bugel lakaet dindan evezh o eontr Math.
Ar Mahābhārata |
||
---|---|---|
Pāṇḍava ha Kaurava |
|
|
Kerent hag hendadoù |
|
|
Kevredidi |
|
|
Tudennoù all |
|
|
Lec'hioù pennañ |
|
|
Darvoudoù hag arroudoù |
|