Nakula

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Nakula

Er Mahābhārata, unan eus an daou veurgan sañskritek, e oa Nakula (Devanāgarī नकुल : mibinell) ar pevare eus eus ar pemp breur Pāṇḍava. Nakula ha Sahadeva a oa gevelled ganet gant Mādrī hag he doa galvet an doueed gevell Aśvin evit engehentiñ anezho.

An harlu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma voe kollet er c'hoari diñsoù gant Yudhiṣṭhira e rankas ar pemp Pāṇḍava hag o fried Draupadī mont en harlu e-pad trizek vloaz. Pa oant en harlu e voe skrapet Nakula a-gevret gant Draupadī, Sahadeva ha Yudhiṣṭhira gant Jaṭāsura dic'hizet en ur braman. Saveteet e voent gant Bhīma en diwezh, hag en emgann a savas da-heul e voe lazhet Kṣemaṃkara, Mahāmaha, ha Suratha gant Nakula.

D'an 13vet bloaz e kavjont bod e rouantelezh Matsya. Nakula, dic'hizet en ur paotr-marchosi, a labouras war-dro ar c'hezeg er marchosi ar roue.

E berzh e Brezel Kurukṣetra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe Nakula o vrezeliñ e lazhas brezelourien veur eus tu e enebourien. Banniel karr Nakula a oa warnañ skeudenn ur c'harv ruz dezhañ ur c'hein alaouret. Bez' e oa e penn unan eus ar seizh akṣauhiṇī, ur rannarme enni 21 870 karr, 21 870 olifant, 65 610 marc'h ha 109 350 troadeg.

Da zeiz 1 ar brezel e trec'has Duḥśāsana, met espern a reas e vuhez evit ma c'hellfe Bhīma delc'her d'e le.

D'an 11vet deiz e trec'has Śalya o tispenn karr e eontr.

D'an 13vet e voe diarbennet Nakula gant Jayadratha pa oa o vont war-raok e strollad Droņa.

D'ar 14vet deiz, a-gevret gant Sahadeva, e trec'has Śakuni hag e vab Ulūka.

D'ar 15vet deiz e voe trec'het gant Duryodhana, ha saveteet gant Cekitāna.

D'ar 16vet ha d'ar 17 vet deiz e voe trec'het-mort met espernet gant Karņa.

D'an 18vet deiz e lazhas tri mab da Garņa.

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brezel e voe anvet Nakula ha Sahadeva da roueed Rouantelezh Mādra gant Yudhiṣṭhira.