Pānini

Eus Wikipedia
पाणिनि • Pāṇini

Un eilskrid eus Yezhadur Pāṇini (1663)
Ganedigezh IVe kantved kt JK
Śalātura
Banniel Pakistan Pakistan hiziv
Marv IVe kantved kt JK
Śalātura
Bro c'henidik Henindia

Obererezh Lizheregour
Yezhadurour
Yezhoniour
Yezh Sañskriteg

Oberenn bennañ Aṣṭādhyāyī (koshañ
yezhadur ar sanskriteg)

Pāṇini (devanagari : पाणिनि ) a oa ul lizheregour, ur yezhadurour hag ur yezhoniour en India ar IVe kantved kt JK, bet ganet e Śalātura[1], Gandhara, nepell diouzh Islamabad (Pakistan hiziv), ha marvet eno.
Brudet eo e 3 959 sutra, anavezet evel Aṣṭādhyāyī, Ashtadhyayi (अष्टाध्यायी ) ha Paniniya, anezho reolennoù diazez ar sañskriteg.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) GARDONA, George R. : Pāṇini – A Survey of Research, Motilal Banarsidass, 1998 (ISBN 978-81-208-1494-3)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Distaget Chalatoura.