Proviñs Savoia
Savoia, pe Proviñs Savoia (provincia della Savoia pe Savoia Ducale en italianeg, Savoie Propre, pe Savoie Ducale e galleg) a oa ur broviñs istorel eus Dugelezh Savoia en XVIIIvet kantved. Enni e oa Chambéry, kêr-benn an dugelezh en 1295.
Istor ar broviñs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kontelezh Savoia a droas da broviñs Savoia pa voe savet an dugelezh.
- E 1792 e voe staget ouzh ar Republik c'hall nevez, lakaet da zepartamant gall, hag anvet Mont-Blanc.
- E 1798 e voe tennet ul lodenn eus an departamant d'ober departamant Léman.
- E 1815, pa voe diskaret an impalaeriezh c'hall kentañ, e tistroas ar broviñs gant Tiegezh Savoia. E 1816 e voe adsavet proviñsoù kozh Dugelezh Savoia
- E 1860 e voe staget ouzh Bro-C'hall evit dont da vezañ arondisamant Chambéry en departamant gall Savoie, gant ar proviñsoù kozh Tarentaise ha Maurienne.