Priz Bras kirri Arabia Saoudat

Eus Wikipedia
Troiad kêr Jeddah

Priz Bras Arabia Saoudat (arabeg: جائزة السعودية الكبرى) zo ur redadeg Formulenn 1 dalc'het en Arabia Saoudat abaoe 2021, ha redet war droiad Jeddah. Ur redadeg diouzh noz eo. Tamallet e oa bet d'ar Formulenn 1 mont da Arabia Saoudat daoust d'ar c'hudennoù gwirioù an dud, ouzhpenn d'ar c'hudennoù e-keñver an en-dro, gant ur pempvet redadeg diouzh noz ha war un droiad savet a-ratozh evit tri bloaz hepken a-raok mont d'undtroiad all.

Roll al loreidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Blenier Saver Diverradenn
2021 Lewis Hamilton Mercedes Diverradenn
2022 Max Verstappen Red Bull Racing-RBPT Diverradenn

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1