Primeira Linha
Primeira Linha a zo un aozadur broadelour ha komunour bet krouet da geñver Gouel Etrebroadel al Labour, d'ar 1añ a viz Mae 1996, gantañ da bal ur vro dishual ha komunour.
Difenn a ra unvanidigezh Kumuniezh Emren Galiza gant al lec'hioù galizek istorel all, da lâret eo Terra Eo-Navia ha traonienn ar Stêr Ibias en Asturias hag ivez al lec'hioù ma komzer galizeg en O Bierzo e León ha Sanabria e Kastilha ha Leon.
Ur rann eus Movimento de Libertaçom Nacional Galego (MLNG, "Luskad evit Dishualded Broadel Galiza") an hini eo hag ivez unan eus an aozadurioù bet krouet gante an talbenn politikel Nós-Unidade Popular.
Krouet e oa bet er penn-kentañ evit klask unvaniñ an holl izili a save a-du gant ar gomunouriezh hag an disrannouriezh e diabarzh BNG met n'o doa ket goulennet bezañ anavezet ez-ofisiel evel ur strollad aozet e diabarzh ar Bloc'had ha war washaat ec'h ae an darempredoù etre Primeira Linha hag ar peurrest eus BNG, dreist-holl hag Unión do Povo Galego. E 1998 e oa bet dalc'het e Emvod Broadel kentañ, met abalamour d'ar c'hudennoù grevusoc'h-grevusañ a save e diabarzh BNG e oa bet ret aozañ nemet bloaz war-lerc'h un Emvod Broadel dreist-ordinal ma oa bet dibabet gant an darn vrasañ eus an izili kuitaat BNG da vat.
Da geñver an II Emvod Broadel e oa bet divizet klask skoulmañ gant strolladoù kleizour ha disrannour all evit kas da benn ur bolitikerezh unvan, dreist-holl gant Assembleia da Mocidade Independentista (AMI) ha Frente Popular Galega (FPG). Goude meur a daol c'hwitet, diwar an emglev-se e oa bet krouet Nós-Unidade Popular e 2001.
E 2001 e oa bet krouet rann ar yaouankizoù BRIGA hag ar sindikad studierion/ezed AGIR hag a gemer perzh izili PL enne.
Abaoe 1996 e embann Primeira Linha ur gelaouenn evit mann Abrente ("Sav-heol") ouzhpenn levrioù teorikel a bep seurt o tennañ d'ar gomunouriezh ha d'ar vroadelouriezh disrannour.