Priñselezh Regensburg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Priñselezh Regensburg hervez ur gartenn eus 1807.

Priñselezh Regensburg (alamaneg : Fürstentum Regensburg) a oa ur stad vihan en Alamagn. Etre 1803 ha 1806 e oa ur briñselezh eus an Impalaeriezh Santel, eus 1806 da 1810 e oa unan eus stadoù Kengevread ar Roen.

E Bavaria emañ hiziv.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 739 e oa bet krouet priñselezh Regensburg evit eskob Regensburg, gant Sant Bonifas Mainz.

Savet e voe ar briñselezh nevez gant an douaroù-se, ha re all stag outo, evit digoll arc'heskob Mainz, ar priñs-dilenner Karl Theodor Anton Maria von Dalberg, goude ma oa bet staget e eskopti ouzh Bro-C'hall dre feur-emglev Lunéville e 1801. Ouzhpenn-se e voe staget outi douaroù Donaustauf, Wörth ha Hohenburg, kêr Regensburg, abati Sant-Emmeran, ha re Obermünster ha Niedermünster. Dalberg a voe roet dezhañ ivez priñselezh Aschaffenburg, a-hed ar stêr Main.

E-pad brezel ar Pempvet Kenunaniezh e voe aloubet Regensburg gant an Aostrianed en Ebrel 1809. Kemeret e voe gant ar C'hallaoued tri devezh goude, ha freuz ha reuz a lakajont e kêr. E 1810, dre feur-emglev Pariz e plegas Dalberg da reiñ Regensburg da Rouantelezh Bavaria. En eskemm e resevas Hanau ha Fulda, a stagas ouzh priñselezh Aschaffenburg d'ober dugelezh-veur Frankfurt. Mirout a reas an titl a arc'heskob Regensburg avat, betek e varv e 1817.